Daoust dezhañ bezañ renket en urzhiadCarnivora (kigdebrerien) en em vag ar panda diwar bambouz dreist-holl.
Ar spesad nemetañ eus ar genadAiluropoda eo.
Daou isspesad a zo: Ailuropoda m. melanoleuca hag Ailuropoda m. qinlingensis.
Meur a wezh en hec'h Istor he deus ar Stad sinaat implijet he fandaed evel binvioù diplomatek[1].
E 1957 e profas ur panda anvet Ping-Ping d'an URSS; Ping-Ping e voe ar panda kentañ a guitaas Sina gant ar statud a brof diplomatek neuze. E 1959 e voe kaset ur bandaez, An-An, da vevañ gant Ping-Ping e zooMoskov.
E 2008 ez asantas Ma Ying-jeou, prezidant Republik Sina (Taiwan), degemer daou banda digant Sina goude ma voe tommet an darempredoù etre an div Stad; nac'het e oa bet ar prof gant e gentad Chen Shui-bian e 2006.