From Wikipedia, the free encyclopedia
Nyks (henc'hresianeg : Νύξ / Nýx "Noz" ; latin ; Nox, heñvelster) a oa doueez an Noz e mojennoù Henc'hres. Merc'h e oa da C'haos, doue ar Goullo kezivik ; he breur ha pried e oa Erebos, doue an Deñvalijenn. Hervez Theogonia Hesiodos e oant an doueed kentañ o tont eus ar C'haos[1]. E deroù an Hollved edo Nyx eta.
Theogonia Hesiodos, Fabulae Hyginus ha De natura deorum Cicero eo ar mammennoù pennañ.
Setu amañ listenn bugale Nyks, en urzh Theogonia Hesiodos.
Pa seller ouzh roll he diskennidi e verzer e oa Nyks mamm da gement tra chalus a c'hall c'hoarvezout e buhez un den, hogen Euphroné, "Mamm ar c'huzul mat" a reas Ploutarc'hos anezhi[6].
En Hesperia, bro ar C'huzh-heol hag ar ramz Atlas edo Nyks o chom, er c'hornôg pellañ en tu all da Golonennoù Herakles (Strizh-mor Gibraltar) ; un nebeud skridoù avat a laka impalaeriezh Nykx en Εύξεινος Πόντος Euxeinos Pontos, ar "Mor Degemerus", da lavarout eo ar Mor Du.[7] En he mougev e chom e-pad an deiz, a-raok treuziñ an oabl war ur c'harr du stlejet gant pevar marc'h du.
En Henc'hres a-bezh e veze aberzhet dañvadezed pe oanezed du en enor d'an doueez[8].
Ker galloudus ha kenedus e oa Nyks ma veze doujet gant Zeus, roue an doueed. En arzoù an Henamzer e veze diskouezet Nyks evel ur vaouez o terc'hel a-us he fenn ur stign du steredennet o nijal, pe gant ur stign glas teñval hag ur flammerenn eilpennet ; a-wechoù e veze ur vaouez en noazh, divaskell un askell-groc'hen dezhi hag o terc'hel ur flammerenn. A-wechoù c'hoazh e touge ur gurunenn roz-moc'h[9] hag e veze gwisket gant ur vantell zu steredennet. Alies e veze diskouezet gant he bugale Hypnos ha Thanatos, ar C'housk hag ar Marv.[7]
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.