From Wikipedia, the free encyclopedia
Nennius, pe Nemnivus, a zo un den dianav a-walc'h, hogen stag e anv ouzh istor ar Vrezhoned hag istor Kembre. Gantañ e vije bet savet, pe dastumet, an danvez latin a zo aet d'ober an dornskrid anavezet evel Historia Brittonum.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | Nennius |
Deiziad ganedigezh | 8. century |
Deiziad ar marv | 9. century |
Yezhoù komzet pe skrivet | hensaozneg, hengembraeg, Medieval Latin |
Yezh implijet dre skrid | hensaozneg, hengembraeg, Medieval Latin |
Micher | manac'h, istorour, skrivagner |
Floruit | 9. century |
Oberenn heverk | Historia Britonum |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
E gwirionez e c'hall bezañ anv un den pe zaou.
An hini anavezetañ eus an daou Nennius zo un den, ur manac'h moarvat, hag a oa diskibl da Elvodugus.
Anavezet eo an Elvodugus-se evel Elfoddw, a oa eskob Gwynedd, hag en devoa graet da gristenien Kembre lidañ Pask d'an hevelep deiz ha kristenien all Enez Vreizh er bloavezh 768, hag a zo meneget e varv en Annales Cambriae er bloavezh 809.
Evit Nennius, a zo kontet da vezañ bevet en IXvet kantved, a zo bet kavet e roud en un darn eus dornskridoù Historia Brittonum, ma soñjer eo gantañ int bet skrivet.
Gant an arbennigour meur David N. Dumville ez eus bet diskouezet avat e kaver ar meneg-se en ur skouerenn eus an XIvet kantved, kalz diwezhatoc'h evit skouerennoù all eus an dornskrid, e gwirionez daou c'hant vloaz war-lerc'h ar mare ma soñjed en doa bevet an Nennius kentañ. Koulskoude e vez graet anv eus oberour skrid kentañ an Historia Brittonum evel eus hini ar skrid all evel eus Nennius pe pseudo-Nennius.
An Nemnivus all, pe Nennius ivez, a zo anv anezhañ en un dornskrid kembraek eus an IXvet kantved. Evit respont d'an tamall, graet gant ur Saoz, ne oa lizherenneg ebet d'ar Vrezhoned e vije bet ijinet unan gant Nemnivus war an tomm, evit dizarbenn ar gunujenn. Miret eo bet al lizherenneg ijinet (a-hervez) gant Nemnivus en dornskrid-se end-eeun, ha gouez da Nora K. Chadwick ez eo ur seurt skritur runek saoz kozh. « Diouzh an anvioù roet da lod eus al lizherennoù e c'haller lavarout en doa anaoudegezh eus o anvioù gwir e saozneg », eme Chadwick.
Darn a lavar n'eus nemet un den eus an daou zen-se. Darn all a lavar n'eo ket sur, rak an Nennius diskibl da Elvodugus n'eus ket bet anezhañ marteze, ha n'eo ket anavezet gwall vat ar marevezh istorel-se.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.