From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur savenn-douar eus ar Grennamzer, ur stumm kelc’hiek dezhi, hag ur c'hastell warni, eo ar voudenn-gastell. Meur a seurt moudennoù-kastell a zo dre Europa. Anvet e vezont a-wechoù « moudennoù feodel », hogen dre c'haou.
Peurliesañ e vez savet ur mell treilh hag ur c’hastellig koad gant un tour-ged war e lein, e-giz pa vefe un dourell. Gwelet e vez ar moudennoù-kastell evel kastelloù-kreñv kentidik.
En Xvet kantved e teu da vezañ divarrek melloù armeoù ar Garolingidi a-benn stourm ouzh argadennoù lemm ar Vikinged hag ar « Sarasined » (anvet Maoured ivez), en Europa ar C'hornôg. Adal neuze e vez kavet emsavoc’h difenn e gornad-douar gant moudennoù, aes da sevel, gant danvez marc’had-mat hag aes da gaout. Tamm-ha-tamm e tispak ur rummad tud nevez, brezelourien pe stourmerien anezho, ur vegenn er gevredigezh a ya ar voudenn-gastell da aroueziañ he galloud. Suroc’h eo ar c’henwerzh gant an aotrounez-se dre ma tiwallont an hentoù hag ar c’hêriadennoù, pezh a laka an ekonomiezh da vont war-raok. Unan eus elfennoù pennañ aozadur an tiriadoù e teu ar moudennoù da vezañ e-tro ar bloavezh Mil. Gallout a ra an aotrou chom en e voudenn hag e teu homañ da vezañ ur bod aotrouniek. E penn kentañ an XIvet kantved e vez lakaet ar banaliezhioù e plas e pep lec’h (Forn voutin, milin voutin, presouer boutin), pezh a laka niver ar moudennoù da greskiñ ivez. Ur bilbern anezho a vez savet etre dibenn an Xvet kantved ha deroù an XIIIvet kantved, daoust da ziforc’hioù zo e bro pe vro.
Ur pezh a-bouez-bras eo ar moudennoù-kastell e mont-en-dro ar Gladdalc'helezh er Grennamzer, e Kornôg Europa.
E-pad pell e veze graet « moudenn » eus kement tosenn douar bet savet gant an nen, ne vern he stumm nag an implij a oa bet ganti[1]. Abaoe un tregont vloaz zo eo deuet ar moudennoù-kastell da vezañ studiet en un doare skiantel, war intrudu klaskerien (istorourien hag arkeologourien) evel André Debord pe Michel de Boüard[2].
Gwelet e vez ar moudennoù-kastell e-giz kestell hiziviken en desped da soñjoù kontrol un nebeud istorourien n’int ket arkeologourien anezho[3]. E-kerzh ar marevezh kentañ o deus ar c’hastelloù cheñchet neuz. Ne oa ket ezhomm da gaout kaeoù pe argaeennoù evit en em zifenn ken, evel ma oa bet er Grennamzer uhel, e-giz ar re bet savet (castra) evit stourm ouzh an Normaned). Adaleg an Xvet kantved, ouzhpenn da zifenn an aotrou hag e dud, e teu da vezañ ur bod-kreñv bep a dammig[4]. A-bouez e teu an tu arouezhel da vezañ ivez, diouzh pezh a zispleg ar c’hastellogour Philippe Durand. Sevel ha klinkañ a vez lakaet e kreiz pep tra gant an aotrounez a-benn merkañ muioc’h c’hoazh o galloud hag o flas er gevredigezh[5]. E berr gomzoù ez eus tri fal gant ar c’hastell er bloavezh Mil : difenn an aotrouien, reiñ bod dezho ha reiñ dezho ur skeudenn er gevredigezh.
Daou dra fetis a ya d’ober ar moudennoù-kastell dreist-holl : ar voudenn end-eeun hag ar porzh gant e gaeoù-difenn en-dro dezhañ. Stumm ur voutizell a vez gant ar moudennoù, a-serzh o c’hostezennoù ganto (30° a-serzh peurliesañ). Etre 4 ha 15 metr uhel e vezont. Kaout un tamm-mat a uhelder a veze ret war a seblant. Sed amañ ar pezh a embanne arriagon Thérouanne e kreiz an XIIvet kantved :
« Pinvidikañ tud (...) Flandrez a vez ar boas ganto sevel (...) ur voudenn an uhelañ ma c’hallont (...) ha da doullañ en-dro dezhi ur foz » (Gauthier de Thérouanne, Vita Johannis, episcopi Tervanensis, 1150).|[6]
Daoust ma n’eus ket chomet moudenn ebet en he sav penn-da-benn betek ennomp e ouezer e veze un tour war beg ar voudenn, gant un dreilh en-dro dezhi alies-kaer petramant ur vogerig evel e Kastell Olivet (Calvados)[7]. Gras da furchadennoù arkeologel bet kaset eno e-leizh eo splann e oa bet savet ar moudennoù gant an nen, evit darn diantav, peurvuiañ o tosellañ douar ha glazenn a wiskadoù, dindan berr amzer[8]. War Brodadenn Bayeux e weler ur skeudenn gant peizanted o sevel moudenn Hastings (Hesteng ceastra). Soñjal a reer ez eus bet ezhomm da gaout ur c’hant a dud o labourat e-kerzh un ugent devezh bennak pe tri miz gant un dregont a labourerien evit lakaat ar voudenn-se en e sav[9],[10]. An dosenn a rae 5000 m3 mod pe vod. Alies e rae diaz ar moudennoù un 30 metr treuz, pa veze 10 metr treuz en nec’h ha 10 metr uhel[11].
E traoñ ar voudenn e adkaver alies - n’eo ket dalc’hmat koulskoude – roudoù ar bod. Anvet e vez al lec’h-mañ bailey pe Vorburg ivez. Bevennet eo gant ur c'hae pe ur vogerig izeloc’h evit tourell ar voudenn[12]. Er porzh-se e veze gwarezet ar batimantoù a servije evit bevañ er c’hastell. Ar porzh hag ar voudenn a ya asambles, n’haller ket dispartiañ an eil diouzh egile evit meizañ mont-en-dro ar moudennoù-kastell. An droienn a reer ganti e saozneg evit envel ar moudennoù-se - motte-and-bailey – a ziskouez mat ar c’hempoell a zo kenetrezo[13].
Evit an arkeologourien ez eus tri rumm moudennoù, ordin[14] :
Abaoe un daou-ugent vloaz bennak e c’haller klask aes ar moudennoù a-drugarez d’an arkeologiezh dre nijerez. E Frañs eo Roger Agache an hini en deus lakaet an teknikoù-labour-se da dalvezout. P’en deus staget ganti e klaske villae e Pikardi da gentañ. A-benn ar fin en deus renablet kement roudoù lezet gant savadurioù kozh er rannvro-se, o kemer e kont pemp seurt merk[15]. :
Kavet ez eus bet un nebeud moudennoù gant an doare-se : er c’hoadoù e c’hell bezañ izel pe izeloc’h ar gwez pa'z int gwriziennet er fozioù, da skouer. Pa vez kompez ar maezoù eo diesoc’h adkavout anezho peogwir int bet freget gant al labourerien-douar pe gant an adlodennerien[16]. Mat eo skeudennaouiñ evit klask anezho. N’eo ket trawalc’h koulskoude evit gouzout pegoulz ha penaos e oa aozet savadur an aotrounez. Evit-se eo red furchal ha toullañ an dachenn[17].
E Breizh eo kantadoù a voudennoù a zo bet diskoachet e-giz-se : 280 e departamant Il-ha-Gwilen ; 163 en Aodoù-an-Arvor, 182 e Penn-ar-Bed. Ur mil bennak a vefe anezho e Breizh. Da ziwall a zo memestra rak lec’hiennoù zo a zo bet deskrivet evel moudennoù pa ne oa mogerioù krenn pe tier-kreñv hepken, ken kozh pe nevesoc’h evit ar moudennoù[18].
Gallout a reer kemer e kont al lec'hanvadurezh ivez evit kavout moudennoù, evel er c’humunioù hag er c’hêriadennoù savet o anv gant ar ger « Motte » pe « Mottier » (So. La Motte-Tilly pe Lamotte-Beuvron da skouer). E Breizh eo an anvioù-lec'h savet gant ar gerioù Motenn, Modenn, Moudenn ha « Motte » a c'hell reiñ da soñjal ez eus bet ur voudenn-gastell war al lec'h. Ken gwir all eo ar gerioù ledan a verk an uhel, evel Bre, Roz, Leign, h.a. e-giz e Kastell al Laez e Gwiseni da skouer. Soñjal a rae da dud zo, ur mare zo bet, e talveze ar ger lec’hanvadurel Lez- kement ha moudenn-gastell. Koulskoude, ur wech klasket pelloc’h war an dachenn gant an arkeologourien, eo bet diskouezet ne glote ket an eil gant egile. Un enep-skouer eo moudenn Leskelenn e Plabenneg eta.
Unan eus ar c’hudennoù a chom da zirouestlañ gant an istorourien eo ar mare resis m‘eo krog an nen da sevel ar moudennoù-kastell. Diouzh istorourien zo e vefe e deroù an Xvet kantved pe e dibenn an IXvet kantved. Gouzout a reer ez eus bet staliet castra er Grennamzer uhel e lec’hioù ma oa bet oppida galian a-raok, pa’z eo bet kavet repu er re-mañ, dreist-holl er Saks da vare Karl Veur. N’ouzer ket da betra tenne al lec’hioù-kreñv-se evelato. Moarvat e oa rust hag eeun un tamm anezho[19].
Embannet eo bet gant istorourien all e vefe bet degaset ar moudennoù-kastell gant ar Vikinged. Diskaret eo bet ar soñjezon-se gant re all dre ma n’eus moudenn ebet e Skandinavia a vefe bet savet a-raok an XIIvet kantved hervezo[20]. Un nebeud elfennoù a laka douetañs er sav-poent-se evelkent : kavet ez eus bet meur a gamp kelc’hiek en Danmark a vefe eus an IXvet kantved-Xvet kantved. Peadra a zo da grediñ eo bet kaset ganto un doare moudenn eeun ha diechu gant an Normaned e-tro ar bloaz 900. Gwellaet e vefe bet ar stumm-se diwar neuze[21].
Evit klaskerien all, arkeologourien anezho da gentañ, ez eur krog da sevel moudennoù-kastell e degadoù diwezhañ an Xvet kantved pe degadoù kentañ an XIvet kantved, sed aze ar pezh o deus embannet A. Debord ha Michel de Boüard, techet m’eo an istorourien hervez an eil, da goshaat orin ar moudennoù[22]. Daoust da bep tra ez eo sklaer evel lagad an naer ez eus eus ar moudennoù-kastell e mont-en-dro Europa kristen ar C’hornôg tro ar bloaz Mil. Evit pezh eo eus ar mare ma ya ar moudennoù da get e soñjer eo etre penn diwezhañ-tout an XIIvet kantved ha deroù an XIIIvet kantved eo, hervez bro pe vro[23].
Nebeud a didouroù a zo en dielloù kenpred war ar moudennoù-kastell. Un evezhiadenn bennak a zo e Levr ar Burzhudoù Saint-Bertin. Setu pezh a c’haller lenn war seziz Saint-Omer gant an Normanded e-kreiz an IXvet kantved :
« Da gaout ar c’hreñvlec’h bihan war an uhel ez a an Normaned, (...) el lec’h anvet Sithiu, (...) da gaout un eeun a greñvelc’h, savet gant koad prenn, douar ha leton, lakaet brav en e sav koulskoude ha solud. » (Dianav, Levr ar Burzhudoù Saint-Bertin, kreiz an IXvet kantved[24].)
Ur souezh eo peogwir eo deskrivet aze an elfennoù a ya da ober moudennoù ar bloaz Mil. N’eur ket peursur e vefe bet unan da vat aze evelato. Padal ez eus danvez war Brodadenn Bayeux, ma kav d’an istorourien ha d’an arkeologourien war an dro, e klot an dielloù hag an dismantroù evit moudennoù Breizh. Gwelet da skouer seziz Dinan[25].
Castrum ha castellum, setu ar gerioù a vez graet ganto er skridoù peurvuiañ evit anval ar savadurioù-kreñv, o vezañ ar moudennoù en o mesk. Siwazh, n’haller ket ober an disparti frank etre ar moudennoù diouzh al lec’hioù-kreñv all dre vras. Ken diresis eo ar ger Motta ivez er penn kentañ. Anv a zo eus hemañ en un akta-dilez da vanac’hti Sant Ambroez Milano e 836. Ur savenn douar, setu ar pezh e seblant talvezout Motta a-raok ar bloaz Mil[26]. Dav eo gortoz kreiz an Xvet kantved hag oberennoù Flodoard Reims ha war e lerc’h re Gwilhom Jumièges, a-benn gwelet ur cheñchamant : neuze e kaver ar ger Munitio er skridoù, pezh a dalvez ur geadenn[27]. Kavout a ra da vBoüard e talveze Motta kement ha moudenn-gastell er yezh pemdez moarvat. Kavet e vo anezhañ gant ar ster-se dre skrid war-dro 1140 hepken, evel e skridoù Orderic Vital ha Suger[28].
E departamant Pas-de-Calais ez eus bet renablet 429 moudenn, 280 o vezañ aet da vann ha 99 ti-kreñv, 64 anezho bet diskaret[29].
Krog e vefe bet gant ar moudennoù-kastell war-dro ar bloaz Mil eta, etre al Liger hag ar Roen, a-raok bezañ eus ar c’hiz e pep lec’h e Kornôg Europa e-kerzh an XIvet, XIIvet pe XIIIvet kantved, diouzh bro pe vro. E Bro-Saoz (Gwilherm an Alouber adal 1066) ken koulz hag e Sikilia (Roparzh Gwiskard adal 1061), eo an Normaned ar re o deus degaset giz ar c’hastelloù moudennek[30].
Buan hag aes da sevel, setu ar pep gwellañ gant ar moudennoù-kastell. Marc’had-mat eo an danvez hag aes da gaout. Aozet simpl e c’hall an Aotrou mod nevez lakaat e beizanted d’o sevel[31]. E-giz lec’hioù-kreñv ez eont mat gant doareoù brezeliñ an IXvet-Xvet kantved : enebiñ ouzh tagadennoù-preizañ bagadoù bihan ha fiñv-difiñv.
N’eo ket dre zegouezh e ra berzh implij ar moudennoù-kastell met dre m’eo cheñchet ar gevredigez : adal 980 eo skoet rouantelezh ar Franked gant « Dispac’h an Aotrouniezh » a laka an aoutrounez da sevel kastelloù e-leiz, prevez pe foran. Ganto e vez diazezet « gizioù » all[32]. Bruzhunet eo Impalaeriezh ar Garolingidi azaleg an IXvet kantved hag e vank douaroù d’an impalaered a-benn paeañ o gwazion. Koll a reont o gallout warno. Tamm-ha-tamm e rankont en em zizober eus ul lodenn eus o glad ha reiñ dezho douaroù ha kargoù dre hêrezh, pezh a ro tro d’ar re-mañ da vezañ emrennoc’h. Gouzout a oar Karl Veur e koust kaer-ruz kas an holl dud frank da vrezeliñ en nevezamzer rak ez eus ezhomm anezho a-benn kas al labour-douar (Ezhomm zo anezho evit kenaozañ labour ar sklavourien da vihanañ). A-benn neuze e ro tu dezho chom hep mont da vrezeliñ o reiñ dezho peadra d’ober war-dro douaroù ar re aet d’an emgann[33]. Bep a dammig e teu an dud n’int ket beleien da vezañ rannet e daou rummad : ar re en em gann (bellatores pe milites) hag ar re a labour an douar (laboratores). Niverus eo an dud frank a choaz chom da labourat eget mont da vrezeliñ, abalamour eo spletus. Pa zeu mare an aloubadegoù hag ar brezelioù prevez e fin an IXvet kantved eo re bounner servij an ost evit enebiñ ouzh tagadennoù flemmus ar Vikinged hag ar « Sarrasined » (pe Maoured). En em zifenn a ra ar « milites » oc’h en em vodañ en-dro da gastelloù en o c’horn-bro[34]. Eus o zu e rank al laboratores goulenn sikour d’ar re-mañ evit bezañ difennet hag en em lakaont dindan o gwarez. Evit-se eo dav dezho reiñ pourvez d’an Aotrou en e gastell, d’e soudarded pe d’e diegezh. Tamm-ha-tamm e koll ar braz anezho o emrenerezh o reiñ o douaroù d’an difenner hag e teuont da vezañ dalc’hidi, o labourat un dalc’had bennak (pe mañs) e anv hemañ[35].
Er mareoù diasur, abalamour d’an aloubadegoù ha d’an emgannioù prevez dizehan, en teu an dud da ober annez e-kichen ar c’hastell, pezh a ya da greñvaat e c’halloud d’an aotrou. Gallout a ra hemañ lakaat tailhoù, taosioù, treizhajoù, anerioù (labourioù-aner), banaliezhioù (implij aveadurioù an aotrou dre-ret evit labourioù zo ha da vezañ paeet : forn, milin...) en o flas. En eskemm e c’hall ar beizanted aet da glask repu er c’hastell bevañ diwar ar pourvezioù pa vez lakaet bec’h warno gant brezelourien er-maez[36]. Ouzhpenn-se e vez embannet ar justis gant an Aotrou hag an taolioù-kastiz goulennet e anv ar Weregild a zegas arc’hant dezhañ. Da-heul digresk galloud ar roue hag ar c’hont e sav droukc’hoant a laka jeu ha dizemglev en aotrounez, evel pa glaskont ar re-mañ gounid tachenn evit ar banelezhioù pelloc’h-pellañ er-maez eus o douaroù. Er memes mod e sav bec’h ha brezel hêrezh abalamour da reolenn nevez an henañvelezh[37].
Pastellioù-bro nevez a dap plas ar peier (pagi) karolingat a vez dilezet tamm-ha-tamm : tachenn ar c’hastell (districtus) eo a gont diwar neuze[38]. Goude ne servij ket ken ar c’hastell moudennek da lec’h repu. Dont a ra da vezañ arouez ar galloud, hini diorren an ekonomiezh, hini ar broioù oc’h en em astenn. Muioc’h-muiañ a voneiz a vez implijet gant an dud evit an armerzh, peogwir e c’houl an Aotrou e vefe paeet e wirioù (sañs) ha neuze e vez gwerzhet o frodioù gant ar beizanted. Toullet e vez hentoù nevez, savet marc’hadoù, difraostet lanneier ha koadoù evit kaout tachennoù nevez da labourat. Liammet eo a-dost an diorren hollek-mañ ouzh ar moudennoù-kastell a warez mont-en-dro an ekonomiezh.
A-viskoazh o deus klasket ar roue hag ar c’hont bevenniñ, pe kontrolliñ da vihanañ, ar moudennoù peogwir e oa techet Aotrou e voudenn da grignat o zachenn[39]. A-wechoù o deus bet klasket difenn sevel moudennoù daoust ma n’eus ket da vont re bell ganti kennebeut el lusk-se, e-giz m’eo bet displeget gant tud-a-lezenn zo evel Roger Aubenas. Dalc’het ez eus bet aktaoù memestra a ziskouez ar c'hoant-se, evel Bann Pîtres e 864 pe ar Consuetudines et Justicie normant e 1091[40]. E penn kentañ an XIIvet kantved, setu penaos eo taolennet ar roue saoz Herri Iañ dindan bluenn Orderic Vital, o tiskar ar « c’hastilli avoultr » (adulterina castella), da lâret eo ar c’hastelloù bet lakaet en o sav gant tud disuj o profitañ eus ar reuz da-vare brezel hêrezh Bro-Saoz, goude ma oa marvet Gwilherm an Alouber (1087)[41].
Pal kentañ ar moudennoù-kastell eo kaout ul lec’h annez. Adalek kreiz an Xvet kantved ez eer eus sevenadur ar palezioù da hini ar c’hastelloù. Er Grennamzer uhel ez eo ar palez ul lojeiz simpl, ket kreñv pe nebeut, war ar maez peurvuiañ, anvet « villa » er skridoù. Dalc’het e veze villae gant ar roueed merovingat ha karolingat, dreist-holl etre Laon, Soissons ha Compiègne. War-dro ar bloavezh Mil e laka Roperzh an Deol sevel moudennoù a bep tu d’e zomani (Montlhéry) met ned a ket ar roue da chom enno ken[42].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.