From Wikipedia, the free encyclopedia
Monumant ar re varv, pe monumant d'ar re varv, a zo ur monumant, pe savadur, savet en enor d'ar re varv, hag alies d'ar re lazhet er brezel, soudarded peurvuiañ met tud disoudard ivez.
Meur a seurt zo anezho:
Ouzhpenn-se ez eus monumantoù divyezhek e Breizh (en Arzhanaou, Brest, Gwidel, Lambaol-Gwimilio, Milizag ha Plougoñ) , hag unan bennak brezhonek penn-da-benn.
Ne oa ket monumantoù evel ar re-se a-raok an XIXvet kantved. Monumantoù a oa d'ar brezelioù gounezet, d'an trec'h, d'ar jeneraled veur, d'ar soudarded avat ne oa ket.
E Pariz e voe savet ur Bolz an Trec'h (Arc de triomphe de l'Étoile e 1806) ma ne lenner nemet anvioù an ofisourien uhelañ ha ne varvas ket an holl anezho en emgannoù, pa oa bev darn anezho da zeiz al lid kentañ dirak ar monumant. Gant Kolonenn Nelson e Londrez (Bro-Saoz) n'eus enoret nemet un den, an amiral Horatio Nelson, trec'hour emgann Trafalgar. E Dulenn (Iwerzhon) e voe distrujet e 1966 ar Golonenn Nelson bet savet e 1808.
Kentañ monumantoù d'ar soudarded ordinal a voe savet e SUA goude ar Brezel Diabarzh SUA. E 1897 e voe savet ar Robert Gould Shaw Memorial e Boston d'enoriñ soudarded ar 54vet rejimant soudarded war-droad Massachusetts, ma oa soudarded du, ar wech kentañ dezho bout enoret en-ofisiel.
Savet e voe ivez monumantoù d'ar soudarded marvet er brezelioù alaman evit an unvanidigezh (brezel etre Aostria ha Prus, brezel 1870) hag en trevadennoù.
E Vernon (Eure) ez eus ur monumant da soudarded Ardèche[1]. E Taninges (Savoia-Uhel) ez eus ur monumant da re varv Brezel 1870-1871.
En amzer-se e veze savet monumantoù d'an emgannerien kentoc'h eget d'ar re varv. E pevar c'horn ar vro e voe savet monumantoù ha plakennoù paeet gant kevredigezhioù soudarded kozh pe kumunioù, ha lakaet en tiez-kêr, er skolioù, er gwilerioù ha liozhoù-kêr.
Ar brezel-bed kentañ eo ar brezel eñvoret ar muiañ war ar monumantoù er stad c'hall, ma voe lazhet 1,4 milion a dud ha gloazet 3 milion all diwar an 8 milion a soudarded en ur boblañs a 40 milion a dud.
En Italia e Torino, e weler ar Monumento Nazionale al Carabiniere ha n'eo nemet unan eus ar c'hantadoù a vonumantoù savet goude an Eil brezel-bed. Daskemmet e voe e 1948.
Goude ar bombezadegoù bras, bombez nukleel Hiroshima ha Nagasaki, ar sponterezh, anaoudegezh gouennlazh ar Yuzevien, e voe savet monumantoù d'an dud disoudard.
War ar monumantoù d'ar re varv, e Breizh-Izel, e weler aliezik enskrivadurioù e brezhoneg. Hervez un tamm enklask graet gant Mikael Madeg e kaver, e Bro-Leon, 63 monumant gant enskrivadurioù e galleg hepken, 34 monumant gant enskrivadurioù e brezhoneg hepken, hag 21 monumant gant enskrivadurioù en div yezh[2].
-en alamaneg:
-e galleg:
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.