E 1878 e voe hiniennekaet an elfenn 70 gant ar c'himioursuis Jean Charles Galissard de Marignac e Skol-veur Geneva a-douez an erbiom a oa en un tamm kailh gadolinit. An anv ytterbium a roas d'an elfenn nevez, en enor da Ytterby, ur gêriadenn e-kichen Stockholm ma teue ar c'hailh.
E 1907 e voe rannet ytterbium Galissard de Marignac e div elfenn gant ar c'himiour gall Georges Urbain: unan a anvas neoytterbia, a zeuas da vezañ an iterbiom70Yb, hag eben a anvas lutecia diwar anv latinPariz, a voe anvet lutecium (pe: lutetium) 71Lu diwezhatoc'h.
E 1907 ivez e voe dizoloet Yb ha Lu en ytterbia gant ar c'himiour aostrian Carl Auer von Welsbach, hag ur wezh c'hoazh gant er Stadoù-Unanet gant ar c'himiour saoz Charles James.
E 1953 e voe kenderc'het lutesiom peuzc'hlan[1].
Ur metal liv an arc'hant eo al lutesiom, al lantanid kaletañ eo.
Kimiek
Mat e talc'h al lutesiom ouzh an daskrign. Gorrek-tre e c'houzañv an oksidadur en 20°C, met buan e tev e 150°C; da neuze e tro da drioksidenn lutesiom Lu2O3, a c'hall lonkañ an dour hag an dioksidenn garbonCO2.
Buan e tazgwered al lutesiom gant dour zomm, gorrekoc'h gant dour yen:
Gant ar pevar halogen skañvañ (F, Cl, Br hag I), aroueziet amañ dre X, e tazgwered Lu pa vez tommoc'h eget 200°C:
2 Lu [k] + 3 X2 [g] → 2 LuX3 [k]
Izotopoù
Daou izotop eus Lu a gaver en natur: Lu-175 ha Lu-176, 175Lu o vezañ stabil.
Skinizotopoù zo bet kevanaozet, 32 anezho, 174Lu o vezañ an hini stabilañ gant un hanter-vuhez a 3,31 bloavezh.
CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-InterscienPr, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5(en)
DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3(fr)
EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5(en)
HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory(en) Liamm oberiant 26 HER 12