From Wikipedia, the free encyclopedia
Un elfenn gimiek eo an iterbiom ; Yb eo e arouez kimiek, 70 e niver atomek ha 173,04 e dolz atomek.
| ||||
---|---|---|---|---|
Tuliom – Iterbiom – Lutesiom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 70 | |||
Rummad kimiek | Lantanidoù | |||
Strollad | Lantanidoù | |||
Trovezh | 6 | |||
Bloc'h | f | |||
Tolz atomek | 173,040 | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Xe] 4f14 6s2 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 8, 2 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | + 3 Oksidenn vazennek skañv | |||
Tredanleiegezh | 1,1 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 603,434 kJ/mol 2 : 1 174,804 kJ/mol 3 : 2 416,956 kJ/mol 4 : 4 202,898 kJ/mol | |||
Skin atomek | 226 pm | |||
Skin kenamsav | 178 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 6,966 g/cm3 | |||
Teuzverk' | 824 °C | |||
Bervverk | 1 196 °C | |||
Tredanharzusted | 250 nΩ•m (e 20 °C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
| ||||
Arabat eo droukveskañ gant Itriom 39Y !
E 1878 e voe hiniennekaet an elfenn 70 gant ar c'himiour suis Jean Charles Galissard de Marignac e Skol-veur Geneva a-douez an erbiom a oa en un tamm kailh gadolinit. An anv ytterbium a roas d'an elfenn nevez, en enor da Ytterby, ur gêriadenn e-kichen Stockholm ma teue ar c'hailh.
E 1907 e voe rannet ytterbium Galissard de Marignac e div elfenn gant ar c'himiour gall Georges Urbain : unan a anvas neoytterbia, a zeuas da vezañ an iterbiom 70Yb, hag eben a anvas lutecia, a voe anvet lutesiom 71Lu.
E 1907 ivez e voe dizoloet Yb ha Lu en ytterbia gant ar c'himiour aostrian Carl Auer von Welsbach, hag ur wezh c'hoazh er Stadoù-Unanet gant ar c'himiour saoz Charles James.
E 1953 e voe kenderc'het iterbiom peuzc'hlan[1].
Ur metal blot liv an arc'hant eo an iterbiom. Govelius eo, da lavaret eo e c'haller e bladañ a-daolioù morzhol ; orjalennus eo ivez : tu zo d'e astenn hep na dorrfe.
Ferromagnetek pe c'hourzhferromagnetek eo al lantanidoù e gwrezverkoù izel, ar pezh na c'hoarvez ket gant an iterbiom : kewarellek e vez e gwrezverkoù tommoc'h eget -272,15 °C, da lavaret eo e vez desachet gant ur warellvaez diavaez.
Seizh izotop stabil eus Yb a gaver en natur, daou anezho o c'houzañv an digevanidigezh da reiñ izotopoù eus an erbiom.
Skinizotopoù zo bet kevanaozet, 27 anezho, 169Yb o vezañ an hini stabilañ gant un hanter-vuhez a 32 zevezh.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez | Digevanad |
---|---|---|---|
166Yb | kevanaozet | 56,7 eurvezh | 166Tm |
168Yb |
0,13 |
> 1,3x1014 bloavezh | 164Er dre skinoù α |
168Er dre skinoù β | |||
169Yb | kevanaozet | 32,026 devezh]] | 169Tm |
170Yb | 3,04 | stabil, 100 neutron | |
171Yb | 14,28 | stabil, 101 neutron | |
172Yb | 21,83 | stabil, 102 neutron | |
173Yb | 16,13 | stabil, 103 neutron | |
174Yb | 31,83 | stabil, 104 neutron | |
175Yb | kevanaozet | 4,185 devezh | 175Lu |
176Yb |
12,76 |
> 1,6x1017 bloavezh | 172Er dre skinoù α |
176Hf dre skinoù β | |||
177Yb | kevanaozet | 1,911 eurvezh | 177Lu |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.