From Wikipedia, the free encyclopedia
Los Angeles, berraet en L.A. alies, skrivet Los Ángeles e spagnoleg, eo kêr vrasañ stad Kalifornia hag eil kêr vrasañ ar Stadoù-Unanet goude New York. Tost 4 milion a dud a vev eno (18,5 milion en he zolead). Sez ar gontelezh eo ivez. E su Kalifornia emañ, war aod ar Meurvor Habask.
Deiziad krouiñ | 4 Gwe 1781 |
---|---|
Anv ofisiel | City of Los Angeles |
Anv er yezh a orin | El Pueblo de Nuestra Señora la Reina de los Ángeles del Río de Porciúncula |
Moranv | City of Angels, La-la-land, Tinseltown |
Anv berr | LA |
Anvet diwar | Queen of Heaven |
Kevandir | Norzhamerika |
Stad | Stadoù-Unanet |
Kêr-benn eus | Los Angeles County |
E tiriad | Los Angeles County |
Gwerzhid-eur | UTC−08:00, Pacific Time Zone, UTC−07:00 |
Located in statistical territorial entity | Los Angeles metropolitan area |
War ribl | Meurvor Habask |
Territory overlaps | Los Angeles–Long Beach–Anaheim urban area |
Daveennoù douaroniel | |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | Mayor of the City of Los Angeles |
Penn an aotrouniezh | Karen Bass |
Korf lezenniñ | Los Angeles City Council |
Darvoud-alc'hwez | Siege of Los Angeles, C'hoarioù Olimpek hañv 1932, C'hoarioù Olimpek hañv 1984 |
Prizioù resevet | Silver Anvil Award |
Lec'hienn ofisiel | https://lacity.gov |
Deskrivet en URL | https://www.imdb.com/search/title/?locations=Los%20Angeles,%20California,%20USA&ref_=ttloc_loc_2 |
Hashtag | LA, Los_Angeles, LosAngeles |
Banniel (deskrivadur) | flag of Los Angeles |
Istor | history of Los Angeles |
Open data portal | Los Angeles Open Data |
Bibliography | bibliography of Los Angeles |
Ekonomiezh an danvez | economy of Los Angeles |
Poblañsouriezh an danvez | demographics of Los Angeles |
Date of incorporation | 4 Ebr 1850 |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Los Angeles |
Diazezet e voe d'ar 4 a viz Gwengolo 1781 gant ar gouarnour spagnol Felipe de Neve. Dont a reas da vezañ ul lodenn eus Bro-Vec'hiko e 1821 war lerc'h dizalc'hidigezh ar vro eus Spagn. Staget e voe ouzh ar Stadoù-Unanet e 1848 goude fin ar Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, dre brenañ California e Emglev Guadalupe Hidalgo. Er bloavezhioù 1890 e voe dizoloet eoul-maen ar pezh a lakkas ar gêr da greskiñ fonnus.
Oberiant ken ken eo ar gêr war dachennoù an aferioù, ar c'henwerzh etrebroadel, an dudi, ar sevenadur, ar mediaoù, ar c'hiz, ar skiant, an teknologiezh hag an deskadurezh. Hollywood, brudet er bed a-bezh evit e broduiñ filmoù sinema, eo anv lodenn gwalarn rannvro Los Angeles. Degemeret eo bet ar C'hoarioù olimpek hañv gant ar gêr e 1932 ha 1984, ar pezh a vo adarre e 2028.
Un hin istrovanel pe greizdouarel a gaver eno. Menezioù ha dezerzhioù a zo en argoad ar vro.
Los Angeles a dalv kement hag "an aeled" e spagnoleg. Distaget eo "lɒs ˈændʒələs" e saozneg ha "los ˈaŋxeles" e spagnoleg.
Los Angeles he deus 25 kêr gevellet ganti[1]. Roll ar c'hêrioù dre bloaz gevelliñ:
|
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.