From Wikipedia, the free encyclopedia
Lauburu a vez lavaret en euskareg eus ur seurt svastika kromm e beder esker. Dont a ra an anv eus daou c'her euskarek: lau a zo pevar, ha buru a zo penn. Tennañ a ra un tamm d'an arouezioù teiresker, evel an triskell breizhek, ha d'an tomoe japanat.
Kavet e vez an arouez e-maez Euskadi, gant Kelted pe Germaned ivez, hag en engravadurioù ar Wizigoted. E Galiza hag Asturiez (evel e Piornedo) e vez lavaret "tetrasqueles" anezho.
Un arouez rakindezeuropeat e vije, abaoe Nevezoadvezh ar Maen. Da gentañ e vije bet pevar bouc'h o treiñ en-dro d'ur c'helc'h.
Deuet eo al lauburu da vezañ arouez vroadel Euskal Herria. Koulskoude n'er c'haver ket en ardamez istorel ebet. Hiziv er gweler er beredoù, war an arrebeuri, ouzh an tier, hag ar stalioù, war ar boutailhadoù gwin...
Meur a zisplegadenn zo d'an arouez, a c'hallfe talvezout pe lusk ar peder rannvloaz pe c'hoazh ar peder elfenn diazez (dour, douar, tan, aer).
Kavet ez eus pevarskeloù gant Albert Poulain e meur a lec'h: Dol, Langolen, Comblessac, Rieg[1]
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.