From Wikipedia, the free encyclopedia
Gar a reer eus ezel traoñ korf un den ; dre ma'z eus div c'har e komzer eus divhar un den.
Izili ar c'herzhed eo an divhar. Stag int ouzh al lestr el laez ; an treid zo e traoñ an divhar.
Ent-strizh e talvez gar kement hag al lodenn eus ezel traoñ an dud a zo etre ar glin hag an ufern[1] ; neuze e reer morzhed eus al lodenn a-us d'ar glin ; an divesker hag an divorzhed a ya da ober divhar un den eta.
Blevek e vez divhar an dud vras. Ar merc'hed dreist-holl a gar disvleviñ o divhar, met kemend-all a vez graet gant paotred zo ivez, ar marc'hhouarnerien hag an neuñvierien dreist-holl, evit gounez tizh.
C'hwec'h rannbarzh pennañ zo e divhar un den, eus al laez d'an traoñ.
Da 56 e sav an niver a gigennoù a laka gar un den d'e zerc'hel sonn ha da fiñval (kerzhet, lammat, azezañ, hag all) : 14 e rannbarzh an divglun, 14 e rannbarzh an divorzhed, 14 e rannbarzh an divesker, ha 12 e rannbarzh an daoudroad.
Kreñv-tre eo kigennoù an divorzhed, pa rankont dougen ar c'horf. Etre an daoulin hag an daoudroad emañ kigennoù ar c'hofoù-gar ; pouezus int pa gerzher, pa lakaont ar gwad da redek en divhar a-bezh.
Ar gwazhiennoù a heuilh an talmerennoù evit adkas ar gwad d'ar galon. ==Nervennoù Pemp nervenn bennañ zo e gar un den : nervennoù ar c'hof-gar, a zo rannet etre an nervenn diavez, an hini ziabarzh ha hini ar spilhenn ; an nervenn a-spilhenn don ; an nervenn a-skin.
C'hoarvezout a ra e ve ret troc'hañ gar un den outañ, goude ur gwallzarvoud, da virout ouzh ar brein-krign.
Pa ne chom nemet ur c'har ken gant un den e rank kerzhout gant flac'hioù.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.