From Wikipedia, the free encyclopedia
Kleñved Naplez, pe naplez(enn), a reer eus ur c'hleñved dre ma kreder e vije deuet eus Naplez, pe Napoli, degaset gant ar C'hallaoued pa oant bet oc'h ober brezel en Italia er XVvet ha XVIvet kantved, hag a deu eus an Treponema pallidum, pe treponem disliv, ur vakterienn. Ur c'hleñved infektus diwar an embarañ eo, pegus ha kontammus. En deroù e teu ul livant war groc'hen kalc'h ar baotred, goude se, a-wechoù bloavezhioù goude, e vez taget ar bouzelloù hag an nervennoù.
Iskevrennad eus | primary bacterial infectious disease, treponematosis, classic venereal disease, kleñved |
---|---|
Arvez | women's health |
Abeg pennañ | Treponema pallidum |
Studiet gant | syphilidology, syphilology |
Dibarder mezegel | infectious diseases, dermatologiezh |
Louzoù | benzylpenicillin, azithromycin, clindamycin, ceftriaxone, doxycycline |
Argerzh treuzkas ar c'hleñvedoù | sexually transmitted infection |
Treponema pallidum zo bet diskoachet gant Fritz Schaudinn hag Erich Hoffman e Berlin en 1905.
En 1963 e kinnigas Hackett un displegadur all. Dont a rafe an treponem disliv eus un treponem all, Treponema caracteum e anv, a vije mamm an Treponema pallidum sub species endemicum anvet ivez bejel.
N'ouzer ket a belec'h e teu an naplez ervat. Pell amzer e kredas an dud e oa bet degaset eus ar Bed Nevez da Europa gant martoloded beaj kentañ Kristof Kolomb. Hiziv avat e tiskreder war gement-se. Un nebeud fedoù a ziskouez e oa anavezet abaoe pell.
Hippokrates en dije deskrivet trede stumm ar c'hleñved. Kavet ez eus bet roud eus ar c'hleñved en Italia, e kêr c'hresian Metaponte er VIvet kantved kent JK. E Pompei ez eus bet kavet dent bugale a denn da re bugale naplezet pa oa brazez o mamm.
Met ar splannañ prouenn eus ar c'hleñved en Europa ar Grennamzer a zo bet kavet e biz Bro-Saoz, e-kichen porzh Kingston-upon-Hull, e-kerzh ur furchadeg en ur manati kozh eus an XIIIvet ha XIVvet kantved.
(m = marvet gant ar c'hleñved)
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.