Franz Schubert

From Wikipedia, the free encyclopedia

Franz Schubert

Franz Schubert, ganet d'an 31 a viz Genver 1797 e Vienna ha marvet eno ivez d'an 19 a viz Du 1828, a oa ur sonaozour aostrian,

Thumb
Franz Schubert
(Poltred gant Wilhelm August Rieder, 1875, diwar un dourlivadur eus 1825)
Thumb
Sinatur
Thumb
Lunedoù Schubert
Thumb
Franz Schubert

Buhezskrid

Ganet eo bet Franz-Peter Schubert e Vienna — e Lichtental pa lavarin mat — e 1797. Gant e dad Franz-Theodor, skolaer, en deus e gentelioù biolin kentañ, e-keit ha ma c'helenn dezhañ ar piano e vreur Ignaz. Etre 1808 ha 1813, ez eus anezhañ ur c'haner e kor chapel impalaerel Vienna hag ur studier er C'h-Konvikt (skol stummañ kanerien chapel al lez). E giz-se en em gav skoliad Antonio Salieri, rener ar sonerezh el Lez.

E-doug ar maread stummañ-se, e krog da genaozañ, daoust da zamlavaroù e dad hag a zifenn zoken outañ distreiñ er gêr e-keit ha m'emañ e vamm e par ar marv (1811-1813). Evit ar piano e skriv da gentañ Schubert (ken abred ha 1810), da c'houde kement hag eizh pevarad-kerdin, un nebeud digorennoù ha lieder. E 1812, setu eñ skoliad Salieri a zalc'ho istim evitañ e vuhez-pad. E 1813, diwar levezon kreñv Haydn, ha muioc'h c'hoazh Mozart, e kenaoz e simfonienn gentañ ; daou vloaz diwezhatoc'h e teu e opera kentañ, e oferenn gentañ hag e bennoberenn gentañ war dachenn al lied : Marc'harid er rod-nezañ (Gretchen am Spinnrade) (19 a viz Here 1814), tra ma vev un darempred karantez malevurus gant soprano solo e oferenn gentañ, Therese Grob.

Un nebeud bloavezhioù diwezhatoc'h, e 1818, e ya da tigelenner bugale ar c'hont Esterhazy, e Zséliz en Hungaria . Distreiñ a ray eno e 1824 ha en em dommañ ouzh ar verc'h eil-henañ, Caroline.

Panevet un nebeud beajoù en Aostria, pergen e Graz, Linz, Steyer, Gmünden, Salzburg, e tremeno Schubert ar bras eus e vuhez e Vienna. Dilezet gantañ ar vicher a skolaer ha skoazell e dad, bevañ a ray darn vrasañ an amzer e ti mignoned ha gouestlañ e vuhez a-bezh d'ar sonerezh, da genaozañ, ha d'ur seurt emvodoù sonerezhel a raed « schubertiade » anezho, emgavioù mignoned e-lec'h ma krog e lieder d'ober berzh. Krediñ a ra da lod (Maynard Solomon) e oa un heñvelrevour anezhañ, met aes a-walc'h eo bet diskaret an dezenn-mañ gant an imbourc'h parfet (Rita Steblin). Seul nebeutoc'h ne vern m'en deus gouzañvet Schubert evit gwir reizhiad Metternich hag en doa bannet e 1815 ul lezenn war an asant a rae an dimez tra dibosubl dezhañ, evel da viliadoù a dud all. E 1822-23 e voe skoet klañv Schubert gant an naplez, ha diwar neuze ne ehanas ket e yec'hed da vont war fallaat. Tennañ a reas diwar e reuz ur sonerezh donoc'h-donañ ha fromusoc'h-fromusañ, an tostañ ma c'heller eus ar boan hag eus ar marv zo ouzh e c'hedal (Ar plac'h yaouank hag ar marv, Beaj goañv). Mervel a reas Franz Schubert, d'an 19 a viz Du 1828, bloaz hanter goude Beethoven en deus bet e vuhez-pad, doujañs ha bam diharz evitañ. Diouzh e c'houlenn eo bet sebeliet Franz Schubert tost kenañ outañ.

GS. Arabat disoñjal ez eo alies heñvelkasour an "imbourc'h parfet" ha ne fazi morse dezhañ an arguzennoù evit nac'h an heñvelrevelezh keit ha ma kreder ober anv anezhi.

E oberenn

Gantañ doareoù baleant n'en deus bet Franz Schubert nemeur a arc'hant e-doug e vuhez berr, met ne voe ket gwall chalet gant se, dreist-holl p'edo e vignoned prest d'e sikour atav, evel m'edo eñ evito memes mod. Ha pa varvas gant an derzhienn difoidel d'an oad a 31 bloaz hepken, amzer en doa bet da genaozañ kreñv da 1000 oberenn kontet enno ur 600 lied bennak, pezhioù e-touez ar re bouezusañ eus e oberenn, kenaozet war testennoù eus brasañ barzhed a yezh alamanek (Klopstock, Goethe, Schiller, Rückert, Heine), eus e vignoned (Mayrhofer, Körner, Spaun, Schober, Senn, Collin, Schwind) pe eus barzhed a zo manet anavezet a-drugarez d'e lieder (Müller). An usvoud Johann Michael Vogl, brudet-kenañ d'ar mare-se, deuet da vezañ mignon ha bamad Schubert, a zo bet bras e lod evit reiñ da anavezout al lieder, evel ar baron Carl von Schönstein hag ar ganourez Anna Milder. Lod eus al lieder a raio berzh spontus zoken. Evit an holl stummoù sonerezhel en deus skrivet Schubert, nemet ar c'hengerzad. Levezonet gant Haydn ha Mozart ez eo disheñvel mat e arz avat. E genaozadurioù evel primaozet, kerzennek-kenañ ha barzhoniel a zo bras an ijin enno, naturel o c'hened, hogen ken buan all e c'hellont bezañ loariek, huñvreus, alies tarzhkalonus, pergen goude d'ar sonaozour bezañ bet taget gant e gleñved dibare. Ur sonerezh fromus, implijet ken reizh gant ar sinema, goude ma n'eo ket bet anavezet ar pouezus ma oa hag eñ bev (oberennoù niverus n'int bet sonet evit ar wezh kentañ ken nemet goude e varv).

Kenaozaduroù pennañ

Evit klaviaz

Ur gudenn a zo bet gwezhall gant niveradur simfoniennoù Schubert, goude ar c'hwec'h kentañ anezho. Adkavet eo bet a-dammoù kevrollenoù raktresoù simfoniennoù niverus, bet dilezet pa oant bet kaset pell pe belloc'h gant ar sonaozour. Evel-se e voe deroet an niverenn 7 d'ar Simfonienn Veur D.944 pa voe kavet e 1838 gant Robert Schumann. Gant kavadenn an hini Diechu er bloavezhioù 1860 e voe deroet da homañ ziwezhañ an hevelep niverenn 7, tra ma teue an hini Meur da vezañ niverenn 8. En diwezh ar simfonienn D.729, gant pevar luskad klok met nann klaviazet, a zo bet sellet outi evel ur simfonienn wirion ha e toug a-wezhioù an niverenn 7, pezh a ro d'an hini Diechu an niverenn 8 ha d'an hini Meur an niverenn 9. An niveradur diwezhañ-mañ a zo hiziv an hini muiañ degemeret ha sellet outañ evel tra prenet, zoken m'eo ret alies ober dave da niverennoù katalog D digant Otto Erich Deutsch kuit a gemmeskiñ.

  • 4vet simfonienn en ut leiañ, lezanvet « Tragique » D.417
  • 5vet simfonienn e si bouc'h muiañ, D.485
  • 7vet simfonienn e mi muiañ D.729 (1821)
  • 8vet simfonienn e si leiañ, lezanvet « An hini diechu » D.759 (1822)
  • 9vet simfonienn en ut muiañ, lezanvet « An hini meur » D.944
  • 10vet simfonienn e re muiañ D.936a

Evit piano

  • Drei Klavierstücke, D.946
  • Eizh primaozad, D.899 & D.935
  • C'hwec'h maread sonerezhel, D.780
  • Faltazienn « Wanderer », D.760, op.15
  • 21 Sonadenn evit piano, en o zouez :
    • 1 sonadenn e mi muiañ D.157
    • 4vet sonadenn e la leiañ D.537
    • 5vet sonadenn e mi bouc'h muiañ D.557
    • 6vet sonadenn e mi muiañ D.566
    • 8vet sonadenn e mi bouc'h muiañ D.568
    • 9vet sonadenn e si bémol muiañ D.575
    • 11vet sonadenn e fa leiañ D.625
    • 13 sonadenn e la muiañ D.664
    • 14vet sonadenn e la leiañ D.784
    • 15 sonadenn en ut muiañ D.840 « Reliquie » (diechu)
    • 16vet sonadenn e la leiañ D.845
    • 17vet sonadenn e re muiañ D.850
    • 18vet sonadenn e sol muiañ (Fantaisie) D.894
    • 19 sonadenn en ut leiañ D.958
    • 20 sonadenn e la muiañ D.959
    • 21vet sonadenn e si bouc'h muiañ D.960
  • Allegro, e la leiañ, D.947 : Lebensstürme
  • Faltazienn evit pevar dorn e fa leiañ D.940
  • Dihuedenn giz hungaria evit pevar dorn D.818'
  • Argemmoù evit pevar dorn e la bouc'h muiañ D.813

Sonerezh kambr

  • Sonadenn « Arpeggione », D.821
  • Eizhad evit kerdin ha c'hwezherioù, D. 803
  • Pempad evit piano ha kerdin « An dluzhenn », D. 667
  • Pempad evit daou violin, arvoud ha daou c'haolbiolin, D. 956 (op. 163)
  • Darn pevarad, D. 703
  • 13vet pevarad « Rosamunde », D. 804
  • 14vet pevarad « Ar plac'h yaouank hag ar marv », D. 810
  • 15vet pevarad e sol muiañ, D. 887
  • Triad gant piano niv. 1 e si bouc'h muiañ, D. 898 (op. 99)
  • Triad gant piano niv. 2 e mi bouc'h muiañ, D. 929 (op. 100)

Sonerezh mouezhel

  • Kelc'hiad Ar Vilinerez vrav (Die schöne Müllerin) D. 795
  • Kelc'hiad Beaj goañv (Winterreise) D. 911
  • Kelc'hiad Kan an Alarc'h (Schwanengesang) D. 957
  • Ar Bugul war ar roc'h (Der Hirt auf dem Felsen), D.965
  • Roue ar Gwernioù (Der Erlkönig), op.1, D.328
  • Marc'harid er rod-nezañ (Gretchen am Spinnrad), op.2, D.118

Sonerezh a-gor

  • Koral : An die Sonne, D.439
  • Koral : Coronach, D.836, op.52.4
  • Koral : Das große Hallelujah, D.442
  • Koral : Der 23. Psalm:, D.706
  • Koral : Der Gondelfahrer, D.809
  • Koral : Gesang der Geister über den Wassern, D.538 & D.714
  • Koral : Gott in der Natur, D.757
  • Koral : Mirjam's Siegesgesang, D.942, op. dalif 136
  • Koral : Nachtgesang im Walde, D.913
  • Koral : Ständchen (Grillparzer), D.920
  • Koral : Zur guten Nacht, D.903

Sonerezh sakr

  • Oferenn niv.1 e fa muiañ, D.105
  • Oferenn niv.2 e sol muiañ, D.167
  • Oferenn niv.3 e si bouc'h muiañ, D.324
  • Oferenn niv.4 en ut muiañ, D.452
  • Oferenn niv.5 e la bouc'h muiañ, D.678
  • Oferenn niv.6 e mi bouc'h muiañ, D.950
  • Oferenn alaman (Deutsche Messe), D.872
  • Kanenn d'ar Spered Santel (Hymnus an den heiligen Geist), D.948
  • Tantum Ergo e mi bouc'h muiañ, D.962
  • Magnificat e do muiañ, D. 486

Operaoù

  • Alfons und Estrella, D.732
  • Claudine von Villa Bella, D.239
  • Der Graf von Gleichen, D.918
  • Der vierjährige Posten, D.190
  • Des Teufels Lustschloss, D.84
  • Die Freunde von Salamanca, D.326
  • Die Zauberharfe, D.644
  • Die Zwillingsbrüder, D.647
  • Fierabras, D.796
  • Rosamunde, D.797

Jubennourien veur Schubert

  • pennoù klaviaz : Bruno Walter, Wilhelm Furtwängler, Josef Krips, Carl Schuricht, Günter Wand, Claudio Abbado, Roy Goodman, Jonathan Nott ;
  • pianoourien : Artur Schnabel, Edwin Fischer, Clara Haskil, Rudolf Serkin, Wilhelm Kempff, Sviatoslav Richter, Annie Fischer, Alfred Brendel, Paul Badura-Skoda, Clifford Curzon, Maurizio Pollini, Radu Lupu, Murray Perahia, Maria Jo?o Pires, András Schiff, Gerald Moore, Graham Johnson, Jean-Claude Pennetier, Rudolf Buchbinder, Leif Ove Andsnes, Andreas Staier, Duo Crommelynck ;
  • sonerezh kambr : Quatuor Busch, Quatuor Amadeus, Quatuor Juilliard, Quatuor Alban Berg Quatuor Talich, Quatuor Mandelring ;
  • kanerien : Hans Hotter, Dietrich Fischer-Dieskau, Hermann Prey, Fritz Wunderlich, Peter Schreier, Kurt Moll, Martti Talvela, Thomas Quasthoff, Andreas Schmidt, Thomas Hampson, Matthias Goerne, Ian Bostridge, Christoph Prégardien ;
  • kanourezed : Elisabeth Schumann, Lotte Lehmann, Elisabeth Schwarzkopf, Irmgard Seefried, Kathleen Ferrier, Christa Ludwig, Gundula Janowitz, Janet Baker, Arleen Auger, Felicity Lott, Brigitte Fassbaender, Anne-Sofie von Otter, Nathalie Stutzmann.

Gwelet ivez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • Sonadenn evit biolin ha piano gant Franz Schubert

Liammoù diavaez

Skeudennadurezh

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.