From Wikipedia, the free encyclopedia
Keleier a reer eus hollad an ditouroù a vez diuzet kent bout skignet pa dennont da zarvoudoù nevez-c'hoarvezet d'ar marevezh m'o skigner, pe d'ur fed dibar ha dianav betek neuze. Meur a zoare zo da skignañ keleier : dre gomz, dre skrid, dre arouezioù gweledel pe sonus, ha meur a venveg a implijer hervez an niver a dud a zo da gelaouiñ ha hervez o fellder diouzh andon ar c'heleier.
Iskevrennad eus | Kemennadur |
---|---|
Hashtag | current_events |
Pleustret gant | news presenter |
Model item | Tagesthemen, Zeit im Bild |
Arouezenn Unicode | 📡 |
E bed ar media ez eo ar c'heleier un doare kazetennel a enroll ar veziadelezh diwar-benn fed pe fed a varner evel mat da skignañ, abalamour da zezverkoù a denn d'ar vuhez kevredigezhel peurgetket.
Un adliester eus ar ger kel, ledanoc'h e ster eget hini al liester reizh "keloù", eo "keleier". Ouzhpenn-se ez eo kel kevatal d'ar ger keal, liester "kealioù"[1],[2],[3].
Quehezlou e oa "keloù" e 1499, quelo er XVIIvet kantved, an anv-kadarn en unander o vout quehezl e 1499. Dont a ra eus ur ger koshoc'h, *kehuezl, kar d'ar c'hembraeg cychwedl "istor, keloù, danevell", an daou c'her o tont eus ur wrizienn geltiek *ko(m)sketlo-[4].
A-raok ma vije eus ar c'hazetennoù kentañ e deroù ar XVIIvet kantved e veze skignet kannadoùigoù hag editoù ofisiel gant gouarnamantoù e lod Stadoù kreizennet.
En Henegipt, war-dro 2400 K.J-K., e voe aozet ar post kentañ evit skignañ skridoù editoù ar Faraon war dachenn ar Stad. Kannaderion a oa e-karg eus ar skignañ, ar pezh a oa hep mar un aspadenn eus an doare koshoc'h c'hoazh da gas keleier dre gomz.
En Impalaeriezh roman, adalek 59 K.J-K., e veze engravet an Acta Diurna, a oa deizlevr ofisiel an impalaerezh, ha lakaet a-wel d'an holl el lec'hioù foran diwar urzh an impalaer Caius Julius Caesar[5],[6].
E Sina an Dierniezh Han (206 K.J-K.-220) e veze embannet follennoù kelaouiñ anvet 邸報 dǐbào "keleier eus ar palezioù ofisiel". Pemp kantved diwezhatoc'h, e-kerzh ren an Dierniezh Tang (618-907), e voe embannet ez-reoliek keleier a-berzh ar gouarnamant etre 713 ha 734 ; dornskrivet war seiz e veze pep 开元杂报 kāi yuán zá bào "kannadig keleier ar gouarnamant", ha lennet gant kargidi. E 1582, e-kerzh ren an Dierniezh Ming (1368-1644) e voe embannet ar c'hannadigoù prevez kentañ e Beijing[7].
En Europa, etre dibenn ar Grennamzer (1492) ha deroù an Dispac'h Greantel (1820), e kreskas tamm-ha-tamm an ezhommoù a geleier abalamour da zarempredoù stankoc'h etre Stadoù amezek.
E 1556 e voe embannet e Venezia ar gazetenn viziek kentañ, anvet Notizie scritte "Keleier skrivet"[6] ; gazette e kouste, da lavaret eo "moneiz rous", alese orin ar ger e meur a yezh, ar brezhoneg en o zouez[8]. Ur c'hannadig dornskrivet e oa Notizie scritte, a veze lennet a vouezh uhel e kêr abalamour ma oa isleek an darn vuiañ eus tud ar mare.
Hanter-kant vloaz war-lerc'h, e 1605, e voe moullet ar gazetenn sizhuniek kentañ, Relation : Aller Fuernemmen und gedenckwuerdigen Historien, gant an Elzasad Johann Carolus e Strossburi.
D'an 30 a viz Mae 1631 e voe embannet kentañ niverenn ar sizhunieg La Gazette e Bro-C'hall, gant Théophraste Renaudot (1586-1653) ; buan e voe kevezerezh, pa voe moullet Nouvelles Ordinaires de divers endroits gant Jean Epstein adalek ar 17 a viz Gouhere 1631, goude 26 niverenn dornskrivet – pelloc'h e padas La Gazette avat, betek 1915[9].
E 1645 e voe embannet e Sveden ar gazetenn Post-och Inrikes Tidningar "Kazetenn Ofisiel Sveden" diwar gentod ar rouanez Kristina Augusta (1626-1689); koshañ kazetenn vev ar bed eo, pa vez embannet bremañ c'hoazh[10].
Gant diorroadur ar c'helaouiñ er bed e voe krouet stalioù a-ratozh da zastum ar c'heleier evit boueta kazetennoù ar bed en eskemm ouzh gwerzh ur c'houmanant ; an Agence France-Presse (AFP) eo ar stal goshañ, pa voe krouet e 1835 gant ar Gall Charles-Louis Havas dindan an anv Agence Havas[11].
Ar jestraoueg eo bet an doare kentañ da skignañ keleier, a c'haller arvestiñ c'hoazh er riezad loenel pa zañs ur wenanenn da gelaouiñ he c'henseurtezed a-zivout ur parkad boued da vleuniaoua.
War-lerc'h hepken ez eo deuet ar gomz etre an dud, ha ganti ar skignañ keleier a zen da zen pe e diabarzh ur strolladig tud.
Diwezhatoc'h, hag e pep bro, e voe skignet ar c'heleier dre gomz bepred gant tud a foete bro evel ar Romed, ar varc'hadourion-red, an devezhierion, ar venec'h baleer, an arzourion a-douez reoù arall.
Adalek ma voe ijinet ar skritur e voe eskemmet keleier dre skrid – al lizheroù, ha rannet e voe an denelezh etre an dud a oar lenn ha skrivañ hag ar re ne ouzont ket, evel m'emañ c'hoazh hiziv an deiz. Evel a zo bet lennet amañ uheloc'h e voe keleier skrivet a veze lennet a vouezh uhel evit an dud d'o c'hlevet, pe kaset dre gannader, evel ar Gresian Feidippides a varvas goude bout redet ag Aten da Sparta da gemenn keloù Emgann Marathon.
Gant ijinadenn ar moullerezh, er VIIvet kantved e Sina, war-dro an Xvet kantved en Egipt hag en XIIIvet kantved en Europa[12] e voe skignet ar c'heleier dre vroioù a-bezh.
A-c'houde ijinadenn ar pellgomz (1876) hag ar skingomz (1894) ez eas ar vouezh pelloc'h ha buanoc'h eget ar skridoù.
Gant an abadenn skinwel gentañ e 1936 e voe skignet skeudennoù gant komzoù ar c'heleier.
A-drugarez d'an doareoù arnevez da bellgehentiñ e voe buan pellgomzet o danvez gant ar gelaouerion d'ar stalioù-kelaouiñ, en o skrive kent o skignañ dre deleks, pe dre beleiler diwezhatoc'h, pe o frientiñ war-eeun evit o moullañ evit kazetenn pe gazetenn.
Hiziv an deiz e c'haller tapout a-daol keleier eus ar bed a-bezh dre chadennoù skingomz pe skinwel arbennik, ha nevez zo diwar an Internet dre ur pellgomzer godell.
Estreget ar gomz, ar gerioù skrivet hag ar skeudennoù a c'hall kas keleier : brudet eo arouezioù moged an Norzhamerindianed, un doare a veze implijet war Voger Vras Sina ivez hag e lec'h all, betek er Vatikan nevez zo da gemenn dilennadenn ur pab nevez. Tantadoù a veze lakaet e lec'hioù uhel ar bed da gas keloù, evel e lein Karreg an Tan e Gouezeg. Arouezioù ivez a voe implijet gant ar semafor (1792) kent ijinadenn ar pellgomz.
Sonioù zo bet arveret ivez, dre vinvioù-seniñ kreñv o son a veze klevet pell a venez da venez (binioù e Bro-Skos, da skouer) pe dre gan (Yodel en
Alpoù suis) pe c'hoazh dre yezhoù c'hwibanet evel ar silbo a vez arveret war Enez La Gomera en Inizi Kanariez.
Arouezioù arall eo ar c'heleier dre lizherenneg Morse.
Pa venner skignañ ur c'heloù en un doare reizh e vez mat urzhiañ an ditouroù eus ar re bouezusañ betek ar re a denn da vunudoù.
Atav avat e rank ar pezh a skigner respont d'ar c'hwec'h goulenn resis-mañ a-zivout an darvoudenn, a vije "ar 6 P" e brezhoneg :[13]
Piv zo bet skoget ? • Petra zo c'hoarvezet ? • Pelec'h eo c'hoarvezet ? • Pegoulz eo c'hoarvezet ? • Perak eo c'hoarvezet ? • Penaos eo c'hoarvezet ?[14]
Ken kozh hag an dareulerezh hag an daelerezh eo ar framm-se. Gant an dareuler henc'hresian Hermagoras eus Temnos, a vevas er c'hantved kentañ K.J-K, e voe staliet evit ma vije reizhpoell ar studioù lezvarnel kent barn an dorfedourion ; azaset ouzh ar c'helaouiñ eo bet eta[15].
Danevelliñ fedoù pe zarvoudoù a zo o ren hag a c'hallfe bout dedennus evit an dud eo skignañ keleier. Ret eo d'an skignerion bout ergorek hag onest pa gontont ar pezh a zo c'hoarvezet. A-fed yezh e rank an danevell bout sklaer, louerel ha resis.
Kent skignañ keloù pe geloù e ranker gwiriañ ha reizh eo e-keñver an dezverkoù a zo bet lakaet da ziazez e micher ar c'helaouiñ.
A-hed istor ar wask ez eo bet pishaet an doare da ginnig keleier moullet war baper.
Lod eus an doareoù-se zo bet adkemeret er skingomz hag er skinwel.
Ouzhpenn ar re a zo bet meneget amañ a-us ez eus un nebeud perzhioù a gaver (pe a vije ret kavout) er c'heleier moullet.
Dre vras e vez talvoudus ar c'heleier pa zedennont an dud, pe un darn arbennik anezho, ha/pa vez red buhez mab-den levezonet ganto : didalvez e vez keleier Breizh evit an darn vrasañ eus Sinaiz, dedennus e vez kavadenn ur blanedenn dianav evit an dud a vourr gant ar steredoniezh, talvoudus evit mab-den e voe kammed kentañ Neil Armstrong war al Loar e 1969.
Kemm-digemm avat eo talvoudegezh ar c'heleier hervez ar broioù hag ar mare ma vezont skignet, hag ivez hervez ar media a implijer evit o skignañ.
Atav e vez dedennet an dud gant ar c'heleier a denn da stad politikel hag armerzhel o bro, er bed a-bezh e klask an dud gouzout hiroc'h pa darzh ur brezel etre div Stad ; abaoe donedigezh media nevez evel an Internet avat e lakaer da geleier ditouroù diwar-benn buhez prevez tud vrudet pe a-zivout darvoudoù lec'hiel na zegasont netra da vuhez an darn vrasañ eus an dud voutin[16].
Dispisoc'h-dispisañ eo deuet ar bevennoù etre keleier hag arvestoù, abaoe diorroadur ar skinwel pergen : tamm-ha-tamm e vez dilezet ar perzhioù a zo bet meneget a-us, hag e vez disoñjet e sav talvoudegezh ar c'heleier n'eo ket hepken diwar o danvez, diwar an doare d'o dibab ha d'o c'hinnig ne lavarer ket.
Hervez Michael Schudson, a zo kelenner war ar c'hazetennerezh, e rank an den kemmañ e sell war ar c'hazetennerezh en "Oadvezh niverel"[17] : hiziv an deiz e c'haller kelaouiñ a forzh pe lec'h, ha kelaouiñ mat, rak n'eus ezhomm nemet ag un daneveller hag un urzhiataer. Gwanaet eo bet neuze pouez an aozadurioù, hiniennekoc'h eo deuet al labour. Ha ret eo bout un den a vicher evit kelaouiñ hiziv an deiz ? Ha tu zo evit gwir da forzh piv bennaket kelaouiñ ar bed a forzh pe lec'h ? Kement-se a gas da dermenadur gwirion ar vicher a gazetenner(ez), ha pelloc'h da dermenadur ar ger "keleier" e-unan.
Hervez M. Schudson bepred ez eus 6 tachenn m'eo bet kemmet bed ar c'heleier, pa 'z eo deuet dispis ar bevennoù etre :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.