From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur gazetenn zo un embannadenn, da lavaret eo ur strobad follennoù moullet, embannet ingal, bemdez (pemdezieg) pe bep sizhun (sizhunieg) peurvuiañ. Reiñ a ra keleier d’al lennerien diwar-benn ar pezh a zo nevez-c’hoarvezet hag embann a ra soñjoù diwar-benn an traoù-se. Kemennoù bruderezh a gaver enno ivez. Kavet e vez kazetennoù da brenañ e stalioù a-ratozh. Gallout a reer resev kazetennoù er gêr ivez, gant ma paeer ur c’houmanant evit se.
Danvez a bep seurt a gaver er c’hazetennoù. Keleier eus ar politikerezh, an armerzh, ar sport, an torfedoù hag an darvoudoù a bep seurt. Diaweladoù amzer a gaver ivez, koulz ha pennadoù diwar-benn ar sevenadur. E-kichen ar pennadoù-skrid e kaver alies luc’hskeudennoù ha tresadennoù d’o skeudennaouiñ. Pennadoù zo, ma lenner soñjoù tud ar gazetenn, e stumm ar pezh zo anvet pennadoù-stur. Lizheroù kaset gant al lennerien a c’hall bezañ embannet ivez, da zisplegañ o soñj war pennadoù bet embannet diagent.
Moullet e vez an darn vrasañ eus ar c’hazetennoù a vez embannet bremañ e hini pe hini eus ar mentoù-mañ:
A bep seurt anvioù a vez roet d’ar c’hazetennoù ha cheñch a reont hervez ar vro hag ar yezh. Un toullad gerioù avat a vez kavet ingal en titloù-se.
En anvioù zo e veneger pegen alies e teu ar gazetenn er-maez, evel Daily Express Rénmín Rìbào (pemdezieg ar bobl), pe La Setmana. E titloù zo e veneger daoust ha dont a ra ar gazetenn er-maez diouzh ar mintin pe e fin an devezh, evel De Morgen, Le Soir pe Maariv. Alies e veneger pelec’h e vez embannet ar gazetenn, gant un anv-lec’h (Frankfurter Allgemeine Zeitung, The Jerusalem Post), un anv bro pe rannvro (Israel HaYom, Le Journal du Pays Basque) pe c’hoazh anv unan eus ar pevar avel (Ouest-France, Western Mail).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.