From Wikipedia, the free encyclopedia
Jules François Simon Suisse anvet Jules Simon, bet ganet en Oriant d'ar 27 pe d'an 28 a viz Kerzu 1814 hag aet d'an Anaon e Pariz d'an 8 a viz Even 1896, a oa ur prederour (agregad ha doktor), ur c'helenner hag ur politikour gall. Stourm a reas a-enep politikerezh Jules Ferry ha menoioù Georges Boulanger.
Studiañ a reas e skolaj Gwened ha diwezhatoc'h er Skol-vistri. Mont a reas da gelenner war ar brederouriezh e Caen ha Versailles. Pedet e voe neuze gant Victor Cousin, hag a oa bet e gelenner, da eilañ anezhañ er Skol-vistri ha goude-se er Sorbonne (betek 1851 ma voe digarget).
Kannad e voe e 1848, 1849, 1863 hag addilennet e 1869. Adalek ar 4 a viz Gwengolo 1870 betek an 18 a viz Mae 1873 e voe Ministr an Deskadurezh Publik, ar C'hredennoù hag an Arzoù-Kaer. Anvet e voe da senedour e vuhez-pad d'ar 16 a viz Kerzu 1875, er memes devezh ma voe dilennet d'an Académie Française. Adalek an 12 a viz Kerzu 1876 betek ar 16 a viz Mae 1877 e voe Penn Kuzul ar Vinistred ha Ministr an Diabarzh. D'ar 16 a viz Mae 1877 e lakaas Mac-Mahon anezhañ da reiñ e zilez.
Skrivañ a reas meur a levr ha meur a brezegenn ha meur a bennad e meur a gazetenn ivez, en o zouez Le Siècle, Le Gaulois, Le Matin, Le Temps.
Dougañ a ra e anv: ur skolaj e Gwened, ur skol-vamm hag ur skol kentañ derez e Sant-Nazer, div skol e Bro C'hall (Lille ha Montpellier), ur straed e Roazhon ha peder straed e Bro C'hall.
Ur vedalenn en enor dezhañ a c'heller gwelet e skolaj Gwened, un delwenn war blasenn ar Guatemala e Pariz.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.