From Wikipedia, the free encyclopedia
Jafrez (skrivet ivez Jaffre), zo un anv-badez brezhonek, deuet eus ar galleg Geoffroi. Un anv-tiegezh eo deuet da vezañ ivez.
Kar e vije an anv da Godefroy, deuet eus an anv alamanek Godfried. Neuze, (met dizemglev zo war ar poent-se) e vije savet gant Fried, peoc'h, ha God, doue.
Degouezhet eo an anv e Breizh en Xvet kantved. Geoffroy e oa anv Jafrez Iañ (kont Anjev), a zimezas e verc'h Ermengarde d'e amezeg Konan Iañ, dug Breizh. Ur mab a voe ganet, ha roet dezhañ anv e dad-kozh. Ha kont Roazhon e voe Jafrez vihan, evel e dad pa oa yaouank, ha dug war-lerc'h e dad, hag anavezet evel Jafrez Iañ a Vreizh.
Implijet eo Jaffrez (stumm leonek), ha Jaffre evel anv-tiegezh. Anaout a reer ivez eilstummoù evel Jaffrennou, Jaffrezou.
C'hwec'h kont Anjev zo bet anvet Jafrez (pe Geoffroy, e galleg) :
Tri Jafrez zo bet konted Gâtinais:
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.