From Wikipedia, the free encyclopedia
Jafrez Iañ, pe Geoffroy « Grisegonelle » (louet e vantell) e anv gallek, pe Gaufridus pe Gauzfredus e anv latin, ganet war-dro 938/940, a oa kont Anjev war-lerc'h marv e dad Foulk II, adalek 958 betek e varv, d'an 21 a viz Gouhere 987, lazhet e seziz Marçon, e-tal Château-du-Loir.
Mab e oa da Foulk II ha d'e wreg Gerberga (priñsez eus Gâtinais ?).
Emglev a reas gant kont Naoned enep kont Roazhon, ha gant Hugues Capet enep kont Bleaz. E seizh gwellañ a reas evit lakaat Capet da roue.
Dimezet e oa, war-dro 965, da Adélaïde de Vermandois (m. 974), merc'h da Robert Iañ a Vermandois, kont Meaux ha Troyes, ha da Adélaïde Werra.
Pevar bugel o doe :
Mervel a reas Jafrez er bloavezh ma voe kurunennet Huon Capet.
En ur garta embannet gant Foulk Nerra e 1003 ez eus meneg eus ur breur dezhañ anvet Maurice, ha n'eus meneg ebet anezhañ e kartaoù Adélaïde de Vermandois. Lazhet e voe ar Maurice-se a-raok 1038 e-kerzh ur brezel ouzh Gautier de Langeais. Krediñ a reer e vije bet mab d'ur bried all da Jafrez, a c'hallfe bout Adèle, intañvez Lambert, kont Châlon.
(diechu)
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.