Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Foulk II a oa kont Anjev en Xvet kantved. Kont Naoned e voe ivez, ha dug Breizh e-pad 4 bloaz, dre vras etre 942 ha 960. Mab e oa da Foulk Iañ ha Roscille Loches.
Kentañ anv zo anezhañ a zo en ur garta a-berzh e dad e 929, gant e vamm hag e vreur Guy. E miz Eost 941 e sinas ur garta all gant e dad, ha moarvat e voe kont prestik goude. Emglev a oa etrezañ ha skourr ar Robertizien, ha bec'h a veze etrezañ ha konted Bleaz.
Div wech e timezas. Da gentañ e 937 d'ur briñsez anvet Gerberga, ha n'anaver ket.
Goude pa varvas Alan II, dug Breizh, en 952, e timezas Foulk gant e intañvez. Evel-se e lakaas e grabanoù war gontelezh Naoned en anv e lezvab Drogon.
Mervel a reas ar bugel e 958, ha diskred zo bet war al leztad. Kont Naoned e voe Foulk betek 960, ha neuze eo Hoel Iañ, mab Alan Barvek, an hini a voe anvet da gont Naoned.
Rankout a reas lezel kêr Saumur gant Tepot an Trucher, kont Bleaz. Ne voe adkemeret kêr gant konted Anjev nemet kant vloaz war-lerc'h. Tennañ a reas Méron digant Gwilherm III, kont Poatev.
Daoust d'an toulladig torfedoù lakaet war e gont e seblant bezañ bet ur priñs troet gant an arzoù hag ar varzhoniezh.
Diwezhañ keloù zo anezhañ a zo e miz Gwengolo 958, pa voe bodet konted Bleaz hag Anjev gant aotrouien a Vreizh. Er vodadeg-se e voe anvet da gont naoned, ha da zug breiz zoken.
E miz Gwengolo 960 e oa e vab Jafrez an hini a oa kont Anjev. Mervel a rank bezañ graet etre keit-se.
Dimeziñ a reas e 937 d'ur briñsez anvet Gerberga, ha n'ouzer ket gwall dra anezhi, nemet e varvas a-raok 952, ha n'eus roud ebet eus anv he zud en dihelloù. Hervez ur vartezeadenn e vije bet merc'h da Ratburn Iañ, beskont Vienna, ha da Gerberga. Ratburn a oa mab Berillo, beskont Vienna, hag Ermengarda, merc'h da v-Boson, roue Provañs. Kement-se a c'haller soñjal abalamour ma tegouezh neuze anvioù Gerberga hag Ermengarda e tiegezh konted Anjev, dre ma oa darempredoù mat etre Bourgogn hag Anjev. Ur brouenn n'eo ket avat, rak doareoù all zo da zisplegañ donedigezh an anv Ermangarda. Hag un anv paot a-walc'h e oa Gerberga.
Hervez ur vartezeadenn all e vije bet merc'h da Jafrez, beskont Orleañs, ha da Ada. Da neuze e komprener gwelloc'h donedigezh an anv Jafrez e-touez konted Anjev, ha penaos e voe legadet kontelezh Gâtinais.
Bugale o doe Foulk ha Gerberga :
Dre fazi eo ez eus bet roet dezho bugale all:
Pa intañvas Foulk ec'h addimezas e 954, da Roscille Bleaz eta, ha hi intañvez Alan II (Alan Barvek), dug Breizh ha kont Naoned, ha c'hoar da Tepot an Trucher, kont Bleaz.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.