From Wikipedia, the free encyclopedia
*Diwar-benn an doueez roman eo ar pennad-mañ. Diwar-benn an doueez hellazat sellout ouzh Afrodite.
Gwener a oa doueez ar gened hag ar garantez e relijion ar Romaned kozh. Tennañ a ra da Afrodite an Hellened ha da d-Turan an Etrusked.
He far a gaver e relijionoù all :
Da gentañ e oa un doueez italek dister a-walc'h, a ziwalle al liorzhoù, strujusaat ar bleunioù ha dareviñ ar plant. N'eo nemet adalek an IIvet kantved kent JK e voe kemmesket gant Afrodite Hellaz, hag e voe roet dezhi perzhioù an doueez hellazat. Neuze eo e voe brud dezhi e Roma.
Er Iañ kantved, pa lavare Julius Caesar e tiskenne e diegezh, ar "gens Julia", eus Eneas, mab da Anchise ha da Wener, e voe reoliet gantañ lidoù-azeuliñ e "c'hourvamm". Neuze eo e voe gouestlet miz Ebrel d'an doueez, abalamour ma oa koulz dihun an natur, hag ivez, a-hervez, hini ar garantez.
Gant ar Romaned e oa anavezet dindan an anv Venus ha dont a ra an anv Gwener eus tro-c'henel latin Venus, a zo Veneris. Kevatal e oa Venus, pe Gwener, da Afrodite ar C’hresianed kozh.
Merc’h e oa da Yaou ha da Zione. Dimezet e oa da Vulcanus.
E-touez he bugale:
Karet he deus doueed ha tud kenkoulz all.
Rediet e voe gant he zad Yaou da zimeziñ gant Vulkan, an doue tort ha divalav.
Gwelout:
Gwener anadiomene, murlivadur e Pompei, gant Apelles (a greder), kollet abaoe. Tapet e oa bet ar skeudenn a-raok an distruj.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.