From Wikipedia, the free encyclopedia
Gallia cisalpina eo anv latin ar broviñs roman a oa dindani kompezenn ar Po, en hanternoz Italia a vremañ, betek ar stêrioù Arnus ha Rubicone er c'hreisteiz.
Anvet e oa bet Gallia Cisalpina gant ar Romaned abalamour ma oa etre an Alpoù ha Roma. Enebet e veze ouzh Gallia Transalpina (en tu all d'an Alpoù, d'ar Romaned).
Graet e veze ivez Gallia Transpadana, pe Gallia Citerior anezhi e latin. Lesanvet e veze ivez ar broviñs-se Gallia togata dre ma veze gwisket togaoù gant e annezidi romanekaet hag enebet e veze e-giz-se ouzh Gallia Comata, "Galia vlevek", a oa al lodenn dieub eus Galia e-lec'h ma oa bet dalc'het d'an dilhad keltiek.
Annezet e oa gant meur a boblad Galianed, en o zouez ar Voied (Boii e latin), al Lingoned (Lingones), ar Senoned (Senones), an Insubred (Insubres) hag ar Genomaned (Cenomani).
Bevennet e oa Gallia Cisalpina :
Perc'hennet e oa gant ar Romaned abaoe 222 kent J.-K[1].
Krouet e oa bet ar broviñs-mañ gant ar Republik roman e 81 kent J.-K. ha gouarnet e oa gant ur proprætor[2] en he c'hêr-benn Mutina (Modena hiziv). War-dro ar bloaz 42/43 kent J.-K. e voe stagetouzh Italia.
E 73 kent J.-K., Spartacus a bilas lejion Gaius Cassius Longinus, gouarnour roman ar broviñs.
Gallia Cisalpina a voe rannet gant Augustus etre teir rannvro, ha ne voe ket anezhi ken: Regio VIII Aemilia, Regio IX Liguria ha Regio XI Transpadana. Ar Regio X Venetia et Histria a voe staget ouzh Illiricum.
Ganet eo bet ar barzh Virgilius e Gallia Cisalpina.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.