Francesco Iañ de' Medici
From Wikipedia, the free encyclopedia
Francesco I de' Medici (Firenze 1541-1587) a oa mab henañ Cosimo I de' Medici hag Eleonora di Toledo e wreg. Dug-meur Toskana e voe war-lerc'h e dad.
Ne oa ket troet-kaer gant ar politikerezh, met evel un tirant e renas. Plediñ a reas gant ar skiantoù, an alkimiezh, an disavouriezh, hag ar c'hinklañ dreist pep tra.
Eñ an hini a grogas da zastum taolennoù en Ofisoù, ha d'ober e studiolo ». Giorgio Vasari an hini a reas war-dro sevel ha leuniañ anezhañ eus 1570 da 1572, er Palazzo Vecchio e Firenze.
E 1563 e voe anvet da gardinal hag ez eas da Roma. Gwarezer arzourien e voe, hervez doare e dad. Gantañ e voe kaeraet ar Villa Médicis a-benn goudoriñ e zastumadoù delwennoù klasel, a-raok ma voent kaset d'an Ofisoù.
E 1576, pa voe lazhet he c'hoar Isabella de' Medici gant he fried ne glaskas ket laou e penn he muntrer.