From Wikipedia, the free encyclopedia
An euro (arouez: €, kod bank: EUR) zo anezhañ ar moneiz nemetañ e 20 Stad ezel eus Unaniezh Europa (anvet Takad an euro pe Euroland) ha hini ensavadurioù Europa. Implijet e vez evel moneiz de facto e stadoù all ivez : Kosovo ha Montenegro. Implijet e vez ivez, ent-ofisiel, gant korrstadoù zo: Andorra, Monaco, San Marino, Vatikan, hag ivez Akrotiri ha Dhekelia, bonnoù arme ar Rouantelezh-Unanet e Kiprenez. Moneiz 320 milion Europad eo, hag ouzhpenn 200 milion a dud all a ra gant ur moneiz merket gantañ.
Kod ISO 4217 | EUR (niv. 978) |
Implijet e | 20 bro eus EU, 4 all
|
Monc’hwezh | 3.0% |
Andon | (en) Bank Kreiz Europa Kerzu 2007 |
Liammet gant | 8 currencies
|
Rannadur | |
1/100 | sent, liard gerioù all a vez lâret e yezhoù european zo |
Arouez | € |
Plural | Euroioù |
sent, liard | gwelet ar pennad |
Pezhioù | |
Implijet alies | 1, 2, 5, 10, 20, 50 sent, 1 €, 2 € |
Implijet ral | 1 ha 2 sent (e Finland hag an Izelvroioù) |
Bilhedoù | |
Implijet alies | 5 €, 10 €, 20 €, 50 € |
Implijet ral | 100 €, 200 €, 500 € |
Bank-kreiz | Bank Kreiz Europa |
Lec'hienn | www.ecb.int |
Mouler | printers
|
Lec'hienn | [http:// websites
websites
|
Rannet eo an euro e 100 cent (skrivet EUROCENT war ar pezhioù). Roet eo e von gant Bank Kreiz Europa. An eil moneiz eo evit an treuzgreadoù[1], war-lerc'h an dollar US hag a-raok ar yuan sinaat. Deuet eo da vezañ moneiz kentañ ar bed abaoe miz Kerzu 2006 dre an niver a vilhedoù en implij (kement a 610 miliard €).[2]
Implijet eo evel moneiz kontouriezh er marc'hadoù arc'hant abaoe 1999 ha lañset e voe e pezhioù ha bilhedoù e 2002. Deuet e oa war-lerc'h an ECU (European Currency Unit da lâret eo unanenn voneiz Europa) gant ur feur a 1:1.
|
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.