Al liard a zo anv ur pezh moneiz. Liardoù pe liarded a vez lavaret el liester.

Thumb
Liard Charlez IX.

Gwechall

Al liard zo bet implijet e teir stad. Peurvuiañ e veze graet e kouevr.

Er Rouantelezh c'hall

Anv ur pezh kozh e oa en amzer ar Rouantelezh c'hall (hag e Breizh) ha goude.

  • ar bihanañ pezh e oa a-raok an Dispac'h gall; krouet e oa bet gant ar roue gall[1]Loeiz XI, graet e kouevr, paouezet d'ober adalek 1792, hag aet da get da vat e 1856;
  • talvezout a rae kement ha tri diner en XIXvet kantved, pe ur c'hard eus ur gwenneg ;

En Izelvroioù aostrian

Anv ur rann eus kronenthaler an Izelvroioù aostrian (Belgia hon amzer) e oa. 254 liard a oa en ur c'h-kronenthaler. Pa voe aloubet ar vro gant an armeoù gall e 1794 e voe lakaet al lur gall gante e-lec'h ar c'h-kronenthaler. Krouet e oa bet gant Karl V, en arc'hant, talvezout a rae neuze kement hag un hanter patard, daouzek mito, seizh real arc'hant, pe daou-ugent skoed arc'hant

Liège

Ur pezh moneiz e oa ivez e Priñselezh Liège gwechall.

Troioù-lavar

  • An hini n'en deus ket ul liard toull zo unan eus ar re baourañ.
  • Un dra ha ne dalvez ket ul liard toull ne dalvez ket kalz a dra.
  • Ober ul liard gaou ouzh ub: an disterañ gaou.

Hiziv

Bez' ez eo an anv brezhonek zo implijet ha kelennet gant kelennerien zo e KEAV, Sav-Heol, hag e kentelioù skol-veur Roazhon, abaoe krouidigezh an euro e 2002, evit ur gantvedenn eus un euro. Dibabet eo bet ar ger

  • abalamour ma n'haller ket faziañ gant anv ur pezh all en implij,
  • abalamour ma'z eo heñvelik al liv anezhañ ouzh al liarded kozh, graet e kouevr.

Servij a ra dre skrid da leuniañ ur chekenn vrezhonek bep an amzer.

Notennoù

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.