Energiezh nevezadus
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Gremm adnevezadus pe energiezh nevezadus[1] pe energiezh adnevesaus[2] a reer eus gremm a zeu eus andonioù a vez aspourvezet gant an natur a-hed buhez mab-den, evel gouloù an Heol, an avel, ar glav, ar mareoù-mor, an tonnoù hag an douarwrez.
Evit kenderc'hañ tredan, tommañ an tiez hag an dour, kas karbedoù a bep doare ha kenderc'hañ gremm e-maez ar rouedadoù ez implijer ar gremmoù adnevezadus.
Er bloavezh 2011 e voe ar gremmoù adnevezadus 19% eus ar bevezadur gremm er bed a-bezh. Ar bevdolz (9,30%) hag an dourdredan (3,78%) eo ar gremmoù adnevezadus pennañ a zo bet arveret. Buan e kresk arver ar gremmoù adnevezadus all er bed evelato.[3]
Un drederenn eus Stadoù ar bed a ra gant hevelep gremmoù evit bastañ da dremen 20% eus o ezhommoù, ha muioc'h-mui a vo en dazont. Ar gremm aerluzel, da skouer, zo o kreskiñ eus 30% bep bloaz : 282,482 MW a dredan a c'halle bout kenderc'het e dibenn ar bloavezh 2012 dre nerzh an avel[4].
Ec'hon eo an tachennoù ma c'haller tapout gremmoù adnevezadus, ar pezh n'eo ket gwir pa gomzer eus an treloskoù kondon, na gaver nemet en un nebeud broioù.
Dre ziorren arver ar gremmoù adnevezadus e teuer asur da gaout trawalc'h a c'hremm bepred, da vihanaat tommadur ar blanedenn ha da zigreskiñ ar c'houstoù[5].
Raktresoù bras zo bet savet evit tapout hag implijout gremmoù adnevezadus, hogen reoù vihanoc'h zo bet aozet evit ar broioù war ziorren hag ar rannvroioù maeziat. Hervez Aozadur ar Broadoù Unanet e c'hall ar gremmoù adnevezadus pinvidikaat ar broioù paourañ.[6]
Adnevezadus e oa hogos an holl c'hremmoù implijet gant mab-den kent diorroadur ar mengleuzioù glaou e kreiz an XIXvet kantved. Hep mar ez eo koshañ testeni eus arver ur gremm adnevezadus an tammoù keuneud glaoudennet a zo bet kavet e Gesher Benot Ya'agov en Israel, a voe devet 790 000 a vloavezhioù zo. N'eo nemet etre 400 000 ha 200 000 a vloavezhioù zo ma teuas mab-den boas da arverañ ar bevdolz war ar pemdez, pa ouezas mestroniañ an tan[7].
Goude bout mestroniet an tan e teskas mab-den mestroniañ an avel evit kas bigi war an dour : testeniekaet eo bet bezañs bigi dre lien war ar stêr Nil pemp mil a vloavezhioù zo[8].
Tostoc'h dimp e voe labour an dud, nerzh al loened, hini an avel ha hini an dour ar gremmoù adnevezadus implijetañ, kevret gant ar bevdolz e stumm ar c'heuneud.
E 1873 e krogas an dud da glask tapout gremm an Heol, gant aon na yaje ar glaou da get. Betek deroù ar Brezel-bed kentañ e voe kaset arnodennoù. Ken abred ha 1911 e voe rakwelet pouez ar gremm heolel en dazont[9].
E 1956 e voe kemennet stroñs tireoulel 1973 gant M. King Hubbert[10] ; er bloavezhioù 1970 e krogas al luskad ekologour da stourm evit ma vije erlerc'hiet ar gremmoù adnevezadus ouzh an tireoul, ha fardet e voe an aerluzelloù kentañ.
Abaoe pell dija e veze arveret gremm an Heol evit tommañ ha yenaat, hogen ret e voe gortoz ar bloavezhioù 1980 evit ma vije lakaet panelloù fotovoltaek marc'hadmat a-walc'h er c'henwerzh[11].
Dre dreuzfurmiñ nerzh fiñvel an avel a-drugarez da aerluzelloù e c'haller fardañ tredan. Diouzh diñs tizh an avel eo ar gremm a vez ganet, setu e kresk buan galloud un aerluzell betek he bog. Abalamour da gement-se e vez staliet aerluzelloù e lec'hioù ma vez kreñv ha kendalc'hel an avel, war ar menezioù hag er mor en diavaez d'an aodoù.
Eus 600 kW betek 5 MW eo skalfad ar galloud a vez kenderc'het, 1,5-3 MW o vout ar galloud boutinañ a vez staliet. Etre 20% ha 40% eus o galloud a vez kenderc'het gant an aerluzelloù peurvuiañ, tostoc'h da 40% el lec'hioù gwellañ[12].
War an hirdermen e c'hallfe ar gremm aerluzel bout kevatal da bemp gwech an tredan a vez kenderc'het hiziv, ha bastañ da 40 gwech an ezhommoù a hiziv, gant ma vo kavet un diskoulm da bep kudenn galvezel : staliañ kalz aerluzelloù war tachennoù ec'hon ma c'hwezh avelioù kreñv ha stabil a-hed an amzer, e diavaez an aodoù peurliesañ, er bed a-bezh, gant asant ar poblañsoù hag an aozadurioù etrebroadel[13].
War-dro 20% eo kresk ar gremm aerluzel bep bloaz ; 238 000 MW e oa ar galloud a oa staliet e 2011, en Azia, en Europa hag e Stadoù-Unanet Amerika. En hevelep bloavezh e oa 83 Stad o werzhañ tredan bet kenderc'het dre nerzh an avel.[3]
|
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Ar gremm dourrenel eo ar gremm a daper diwar dour o kouezhañ pe o redek.
War-dro 1,225 kg/m3 eo douester an aer da live ar mor, pa 'z eo 1 000 kg/m3 hini an dour, da lavaret eo tremen 800 gwech muioc'h : kalz gremm zo da dapout diwar forzh pe red-dour neuze, pe diwar donnoù ar mor. Meur a zoare zo da dreiñ nerzh an dour e gremm a c'haller implijout :
Hiziv an deiz ez eo er c'henderc'hañ tredan dre stankelloù ster pennañ ar bomm "gremm dourrenel".
Tu zo da jediñ ar c'hementad a dredan a vo kenderc'het gant un droellrod bet staliet e traoñ ur stankell :
m'emañ
Mard eo 85% efedusted an droellrod, 80 m3/s red an dour ha 145 m an uhelder e c'hall an droellrod genel
Gouloù ha gwrez an Heol a ya da ober ar gremm a c'haller tapout dre veur a galvezerezh a vez bepred o vont war-raok : an dommerez dre heol, ar panelloù fotovoltaek, an tredan a c'haner dre wrez an heol, adeiladezh an tiez ha luc'hgevaoz kevanaozet. Daou zoare zo da dapout gremm an Heol, unan oberiat hag unan gouzañvat.
E 2011 e savas Amsez Etrebroadel ar Gremm a-du gant arver ar gremm heolel er bed a-bezh :
|
|
Dre banelloù fotovoltaek e troer gouloù an Heol e tredan a-drugarez d'an efed fotovoltaek a voe arsellet gant ar fizikour gall Edmond Becquerel (1820-1891) e 1839 : pa sko gouloù an Heol pe forzh pe c'houloù arall war ur gorread danvezel e vez lonket ar gremm gant an elektron a zo e bann amsav an danvez ; argridet e vezont hag e lammont e bann readur an danvez kent bout en o frankiz. Lod eus an elektronennoù-se a vez c'hwimmet betek un danvez arall gant barr diabarzh an danvez-se (barr Galvani), ar pezh a c'han tredan[16].
Bras eo bet kresk marc'had ar panelloù fotovoltaek abaoe 2003, ha darev eo da vout unan eus andonioù pennañ ar fardañ tredan er bed a-bezh. Goude bout kresket kalz e 2011 ez eo stabilaet, pa 'z eus bet un tammig muioc'h hepken a varregezh e 2012 eget e dibenn 2011.[17]
Tost da 24 000 MW (24 GW) e oa barregezh ar panelloù fotovoltaek er bed e dibenn ar bloavezh 2009 ; 40,7 GW e oa e dibenn 2010 (+69,6%), ha 71,1 GW e dibenn 2011 (+74,7%). Tremen 100 GW a oa staliet er bed e dibenn 2012, ar pezh a c'hall kenderc'hañ 110 000 MW (100 TW) a dredan bep bloaz – peadra da vastañ da ezhommoù un 30 milion a diegezhioù en Europa, a zo e penn ar marc'had gant tremen 70 GW staliet e 2012.[17]
Ferennoù, melezourioù, parabolennoù a vez staliet en un takad ec'hon evit dastum gouloù an Heol kent e zestiañ en un hordenn voan a-benn arverañ ar wrez da genderc'hañ tredan. Kement-se a c'haller ober dre veur a wikefre.
|
| ||||||||||||||||||||||||||||||||
Pal an holl wikefreoù-se eo tommañ ul liñvenn a servijo da genderc'hañ tredan pe da voniañ gremm[18].
"Bevdolz" a reer eus danvez bevoniel a zeu eus bevedegoù bev pe marv nevez zo, plant an darn vrasañ anezho.
Evel andon gremm e c'hall ar bevdolz bout arveret end-eeun dre loskadur da c'henel gwrez, evel ar c'heuneud, pe en un doare ameeun goude bout bet troet da vevdrelosk dre argerzhioù kimiek, gwrezel pe vevgimiek.
Ar c'hoad eo ar bevdolz paotañ : gwez marv, skourroù, penngosoù, dilerc'hioù benadur, skolpennoù, lastez an tiez ha teil kêr.
Bevdolz ivez eo ar plant hag al loened a c'hall bout troet da wiennoù pe da zanvezioù kimiek evel ar bevdreloskoù. Meur a spesad plant a vez arveret gant greanterezh ar bevdolz : bambouz, kanab, korz-sukr, elv, eukaliptuz, gouezvell, haleg, maiz, miscanthus, palmez eoul sorghum, troioù-heol eo ar re implijetañ.
E parkadoù a-ratozh e vez gounezet ar plant a dalvezo da drelosk en abeg da live uhel o askor dre hektar e-keñver ar c'hementad a c'hremm a vez arveret evit o gounit. Ar gwinizh, da skouer, a ro war-dro 7,5 t a c'hreun dre hektar ha 4 t a blouz dre hektar ; gant ar greun e c'haller fardañ bevdrelosk evit ar c'harbedoù, ha devet e vez ar plouz a-benn kenderc'hañ gwrez pe dredan. Gant harp ar gimiezh e c'haller treiñ keluloz ar bevdolz da c'hlukoz a-benn ober sukr a servijo da vevdrelosk.
Tu zo ivez da arverañ ar bevdolz a-benn kenderc'hañ treloskoù evel ar metan CH4, an etanol C2H6O hag ar bevdiesel.
Metan, a anver "bevaezhenn" ivez, a c'haller dastum diwar lastez o vreinañ, dilerc'hioù ar gounezerezh hag an dud. Etanol a farder diwar maiz ha korz-sukr goude bout o lakaet da c'hoiñ. Ar bevdiesel a genderc'her diwar dilerchioù boued evel al legumaj ha druzoni al loened[19].
Emeur oc'h ober enklaskoù a-benn arverañ bezhin, abalamour ma ne vez ket debret an darn vrasañ anezho ha ma c'haller gounez betek dek gwezh muioc'h anezho eget a blant war an douar. Dre o lakaat da c'hoiñ e c'haller kenderc'hañ bevdiesel, etanol, hidrogen ha metan.
Abaoe ar bloavezhioù 1970 e vez kenderc'het etanol gant Brazil, a zo deuet da vout an ezporzher pennañ er bed hag an eil kenderc'her goude Stadoù-Unanet Amerika. Diwar korz-sukr e vez fardet an etanol-se, ha n'eus karbed ebet ken e Brazil hag a ya en-dro gant trelosk kondon hep etanol. Gwrez ha tredan a vez kenderc'het diwar dilerc'hioù ar fardañ etanol.
En S. U. A. e vez 10% etanol er strilheoul, "E10" eo anv ar meskaj-se, ha fardet e vez kirri a c'hall mont en-dro gant muioc'h ag etanol c'hoazh.
E 2010 e teue 3% eus trelosk karbedoù ar bed eus ar bevdolz ; 31 Stad a lakae bevdrelosk en o zreloskoù kondon.[3] Hervez an IEA e c'hallfe ar bevdreloskoù bastañ da dremen 25% eus ezhommoù ar bed er bloavezhioù 2050[20].
En Douar emañ ar gremm gwrezel a vez anvet "douarwrez" ; diwar ar gremm-se e teu gwrezverk danvez an Douar.
Daou orin zo d'ar gremm douarwrezel : stummadur ar blanedenn (20%) ha digevanidigezh elfennoù ar mein (80%).
Tremen 5 000 °C eo gwrezverk kalon an Douar, ur 6 400 km dindan e c'horre. Dre ar wrez hag ar gwask a ren eno e teuz lod reier da stummañ magma skañvoc'h eget ar reier sonnel ; pignat war-c'horre a ra ar magma neuze, ha tommañ reier ha dour krestenenn ar blanedenn betek war-dro 370 °C. Ar gremm-se eo a anver gremm douarwrezel[21].
En Henoadvezh ar maen dija e kouronke an dud e dourioù an eien havel ; ar Romaned a implije an dourioù-se evit tommañ o annezioù. Hiziv an deiz avat ez eo ar c'henderc'hañ tredan arver pennañ ar gremm douarwrezel.
Marc'hadmat, solius, padus ha naet eo ar gremm douarwrezel[22]. Betek-henn ne veze arveret nemet e-kichen bevennoù ar plakennoù tektonek, hogen dre araokadennoù kalvezel ez eo bet ec'honaet an tachennoù ma kaver mammennoù gremm douarwrezel bras ha solius evit tommañ an annezioù.
Dre ar puñsoù erlemel e pign aezhennoù gwered brouti a oa paket e diabarzh ar blanedenn, met kalz nebeutoc'h a vez bannet en aergelc'h eget gant an treloskoù kondon ; digesket e vije tommadur ar blanedenn neuze mar bije diorroet arver ar gremm douarwrezel e-lec'h hini an treloskoù kondon.
E 2013 e oa ur varregezh dreist 1 780 MW gant ar c'hreizennoù douarwrezel a oa war sevel e 12 Stad[23].
Alies e vez droukvesket "gremm adnevezadus" ha "gremm naet" ; gant ar gremmoù naet ne vez kenderc'het saotradur ebet, pe re nebeut evit noazout d'an endro, padal e c'hall ar gremmoù adnevezadus louzañ an natur : dre zastum ha deviñ ar bevdolz e c'haller kemmañ an endro ha saotrañ an aer.
Noazus eo an holl c'hremmoù adnevezadus eta, en un doare eun pe ameeun.
Hervez ar metoù eo natur ha kementad ar gremmoù adnevezadus : nebeud ha vevdolz ha kalz heol zo e gouelec'h ar Sahara, kalz gremm douarwrezel zo en Island pa'z eus nebeut a heol eno. An natur hec'h-unan neuze a levezon ar c'hementad a c'hremm adnevezadus a c'haller arverañ.
Un diskoulm d'ar gudenn-se eo boniañ ar gremm, an tredan e daspugnerioù, an dour en oglennoù da skouer.
A-benn bastañ da ezhommoù ar bed a-bezh e ranker etrekennaskañ ar rouedadoù tredan, evit kas tredan heolel ar Su d'an Norzh pe tredan arluzel ar C'hornôg d'ar Reter, kement-se evit reoliañ an diforc'hioù a bourvezadur hag a c'houlenn a c'hoarvez hervez an amzer hag ar rannvloazioù.
Jedet ez eus bet e c'hallfer bastañ da ezhommoù gremmel ar bed a-bezh a-benn ugent pe daou-ugent vloaz gant ardivinkoù da arverañ gremmoù adnevezadus bet staliet war 0,4% eus gorread an Douar. Kevatal da hini an treloskoù kondon hag ar gremm derc'hanel e vefe ar c'houst, met ret e vefe degas kemmoù bras er rouedadoù kenderc'hañ, boniañ ha dasparzhañ ar gremm, ar pezh a zo hervez youl ar c'hevredigezhioù hag ar bolitikourion.[24]
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.