From Wikipedia, the free encyclopedia
Kilo (aroueziet k) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 103, da lavarout eo mil. Dre se e talv ar c'hilometr 1 000 metr, ar c'hilovolt 1 000 volt, hag all.
Kinniget e oa bet gant Académie des Sciences ha lakaet da ofisiel e Bro-C'hall gant lezenn ar 7 a viz Ebrel 1795.
Dont a ra eus ar gresianeg χίλιοι mil.
Er yezh pemdez e vez graet gant kilo e-lec'h kilogram.
En urzhiataerezh e talv ar Ke (e saozneg kb, a-wezhioù kB, kb pe KB, evit kilobyte; e galleg ko pe Ko evit kilooctet) ent direizh 1 024 (pe 210) eizhad ha n'eo ket mil. Pa dalv kilo 1024 ez eus kustum da skrivañ K e-lec'h k. Ne vez ket graet ar c'hemm-se evit al lieskementoù all eus mil.
Evit reizhañ ar gudenn-se ez eus bet kinniget gant Bodad etrebroadel an Elektronek ober gant ar rakger binarel kibi ha gant ar c'hibieizhad (kibioctet, kibibyte).
yokto | zepto | ato | femto | piko | nano | mikro | mili | kanti | deki | 1 | deka | hekto | kilo | mega | giga | tera | peta | egza | zeta | yota |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.