From Wikipedia, the free encyclopedia
Emgann an Termopiloù a c'hoarvezas e 279 kent JK en Termopiloù, etre Kelted ha Gresianed eus Etolia, Boiotia, Fokia hag Aten. Trec'h e voe ar Gelted, anezho Volked, renet gant ar penngadour Brennos, war an arme c'hresian. Goude-se e kerzhas an drec'herien war-du Delfi, a voe preizhataet gante, hag aleshont da Azia Vihanañ, ma voe krouet Galatia gante.
Trec'het e voe Brennos e Delfi ha gloazet. En em dennañ a reas e arme, ha mervel a reas diwar e c'houlioù. Taolet e voe an armead kelt er stêr Sperc'heios gant brezelourien Thessalia ha Malia.
Dindan ar penngadour Comontoris (a oa bet unan eus letananted Brennus) e tiazezas un darn eus arme ar Gelted e Trakia, ma voe savet gante ur stad nevez, hini Tylis[1].
Un darn all, dispartiet eus arme Brennus abaoe -281, a voe degaset da Azia Vihanañ gant Nikomedes Iañ Bithynia evit diskar e vreur ha kemer kurunenn Bithynia. Goude e tiazezjont e Galatia. Trec'het e voent goude gant Antiochus Iañ, ha repu a gavjont en uheldirioù Anatolia[2]. Ar re-se eo a voe anvet Galated .
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.