Dehoù, pe dehou[1],[2],[3], a zo un tu, a eneber ouzh kleiz. Un doare reteriñ keñverel eo, da lavaret eo e cheñch hervez lec'h an dud hag an traoù, hervez ar fiñvadennoù a reont.

Thumb
Doareoù reteriñ pennañ un den

Diwar-benn ar skritur

Kentañ meneg e henvrezhoneg[4] : « dehou » distaget /dehɔw/ moarvat.
E krennvrezhoneg e kaver deho, dechou[5], "dehaou"[6], hag ivez "deheu", "deou", "deo"[7].
Déou ha déhou a lenner e geriadur brezhoneg galleg ar ar Gonideg e 1850 ; deou e 1886 e geriadur Troude.
Gant Emglev ar skrivagnerien, e 1907, pa voe savet an doare-skrivañ KLT, ne veze skrivet nemet dehou, evel e Geriadur Vallée (1931).

Peurunvan

Abaoe deroù ar peurunvan, hag implij an "où", e kaver ar skrivad dehoù gant skrivagnerien ha kelaouennoù 'zo. Gallout a reer menegiñ ar gelaouenn Barr-Heol da skouer, pe skrivagnerien evel Maodez Glanndour[8]. Kavet e vez e Geriadur arnevez gallek-brezhonek Imbourc'h (1983)[9]. Kavet e vo un tammig diwezhatoc'h e-barzh geriadurioù implijet kaer evel Geriadur ar brezhoneg a-vremañ[10] (1992), ha Geriadur divyezhek brezhoneg galleg français-breton Mouladurioù Hor Yezh (1993), hag ivez geriadurioù arbennikoc'h evel Geriadur kembraeg-brezhoneg Rhisiart Hincks (1997)[11]. Ne gaver ket an dra-se gant geriadurioù Roparz Hemon, ar pezh n'eo ket souezh pa ne verk ket an tired boud war an "u" pa ne vez ket al liester, daoust d'an etimologiezh hag ar soniadouriezh[12]. Kement-se a zo bet heuliet gant geriadurourien evel Reun ar Glev, ma kaver Tu dehou (Coté droit) hag A-zehou (A droite)[13]. E labourioù all evel re Frañsez Kervella en e Yezhadur bras ar brezhoneg (1947)[14], pe c'hoazh e Geriadur brezhoneg An Here (2001), e reer gant en degouezhioù ma ne ra ket Roparz Hemon (gouloù, genoù…), met n'en greer ket evit "dehou".

E 2012

Savet ha peurechuet gant ar geriadurour Martial Ménard, ezel eus Kuzul skiantel Ofis ar Brezhoneg, e oa bet embannet an Dictionnaire français-breton gant an ti-embann Éditions Palantines : chomet e oa leal d'e oberennoù kent o tibab ar ger "dehou" da dreiñ an hini gallek "droite"...

E 2013

E Mezheven 2013 eo bet divizet gant kuzul skiantel Ofis Publik ar Brezhoneg degemer ar skrivad dehoù [15].
Daoust da se, e-barzh Lizher ur vaouez dianavez, An Alarc'h embannadurioù, trede trimiziad 2013, e lenner : war tu dehou va c'haldrav-skol, pajenn 21.

Embannet e oa bet an albom bannoù treset Ar C'hazh e Breizh e miz Here 2000 gant Casterman. Unangomzoù an dudenn bennañ a oa bet lakaet e brezhoneg gant an Tregeriad Divi Kervella, troour anavezet-mat e metoù ar brezhoneg. E-barzh unan eus lagadennoù ar bajenn 21 e c'haller lenn "EVIT GWELET DIRAK E SELLAN A-ZEHOU" hep n'en dije kavet pouezus an troour togañ lizherenn diwezhañ ar ger a-zehou d'an ampoent-se, evitañ da vezañ ezel eus... Kuzul skiantel Ofis ar Brezhoneg bremañ.

E 2016

E penn-kentañ 2016 e oa bet lakaet an Dictionnaire diachronique du breton enlinenn[16] gant Martial Ménard ; ennañ e kaver dehou adj., adv., prép. & m. adarre.

Merdeerezh

E merdeerezh e vez graet gant ar ger stribourzh, evit tu dehoù ul lestr.

Korf an den

An tu dehoù eus korf an den eo an tu ma n'emañ ket ar galon.

Thumb
Bir o tiskouez an tu dehoù

Politikerezh

Graet e vez tu dehoù eus ar re a gustum sezañ e tu dehoù ur vodadeg, e-keñver ar c'hadoriad, enebet ouzh re an tu kleiz. Ur boaz deuet eus amzer ar Reveulzi c'hall ha ledet dre ar bed bremañ.

Roud-avel

A-wechoù e vez lavaret "dehoù" eus tu ar su, evel en droienn ar mor dehou, a gaver e korn-bro ar C'hab hag Enez-Sun dreist-holl[17].

E kembraeg ivez e talv ar ger de kement ha dehou (enebet ouzh chwith) ha kement ha kreisteiz (enebet ouzh gogledd neuze), hag an eilstumm deau zo kement ha dehou ivez. Ar ger-se eo a gaver en anv Deheubarth (Dehoubarzh e brezhoneg, da lavarout eo parzh an dehou, pe tolead ar c'hreisteiz).

Pennadoù kar

Notennoù ha daveennoù

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.