David zo un anv paotr, deuet diwar anv ar roue David, roue Israel hervez ar Bibl. Abalamour da se e vez roet da galz paotredigoù a orin yuzev, pe a orin protestant er broioù saoznek: nebeutoc'h er broioù protestant alamanek avat.
Dont a ra eus an hebraegdawîd, a dalv kement ha "karet".
Daoud eo ar stumm arabek, ha Daouda en Afrika er c'hreisteiz d'ar Sahara.
Davide, en italianeg
Dewi e kembraeg, anv ar sant broadel. Koulskoude e kaver ar stumm David e saozneg hag an anv Davies ken stank.
Divi, e brezhoneg (Ivi zo un anv all ha n'eo ket kar tamm ebet).
Evel anv-badez
Sent
Pevarzek sant David, katolik pe ortodoks, a gonter. En o zouez:
Dewi Sant, pe sant David Menevia (500-589), eskob ha sant paeron Kembre.
David III, roue ha sant paeron Georgia, lidet d'ar 26 a viz Genver.