From Wikipedia, the free encyclopedia
Célestin François Émile Lainé, lesanvet Neven Henaff (Naoned, 25 a viz Here 1908 – Baile Átha Cliath, 7 a viz Here 1983) a oa ur broadelour breizhat ha pennrener ar Bezen Perrot.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Célestin Lainé |
Anv ganedigezh | Célestin François Émile Lainé |
Anv-bihan | Célestin |
Lesanv | Ab Arzel, Kerjean, C. L. |
Deiziad ganedigezh | 25 Her 1908 |
Lec'h ganedigezh | Naoned |
Deiziad ar marv | 1983 |
Lec'h ar marv | Iwerzhon |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | Ijinour |
Bet war ar studi e | École Centrale Paris, Skol-Veur Roazhon |
Strollad politikel | Strollad Broadel Breizh (1931-1944) |
Perzhiad e | WWII Axis collaboration in France |
Grad milourel | Untersturmführer |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Diellaouet gant | Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek |
Ezel eus | Schutzstaffel, Gwenn ha du |
Ganet e oa bet e Naoned ha desavet e Gwitalmeze (Bro-Leon).
Strivañ a reas da grouiñ un arme vroadel e Breizh a-benn lakaat ar vro da vezañ dizalc'h.
Célestin Lainé ha Marsel Guieysse zo enaouerien ar Bezen Perrot, ur strollad-stourm Bretoned dindan an unwisk alaman o stourm gant lu an Trede Reich.
Ar renk a SS-Untersturmführer a veze gant Célestin Lainé, lesanvet Neven Henaff. Bet e oa penn meur ha kentañ hini ar strollad stourm.
E dibenn an Eil Brezel-bed e tec'has da Iwerzhon gant sikour obererezh falspaperioù Yann Fouéré.
Er bloavezhioù 1960 e reas Célestin Lainé un droiad e Japan dre ma oa bet o kejañ gant Georges Ohsawa er bloavezhioù 1930 e Pariz[1].
Mont a reas da anaon e Dulenn, m'edo o chom abaoe 1947 goude bezañ bet kondaonet d'ar marv dre zesfailh e Bro-C'hall.
Meur a anv-pluenn zo bet implijet gant Célestin Lainé : Ab Arzel, Albrogat, C. L. Kerjean, Neven Henaff, Neven Aberispou hag Urien Riwallon[2].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.