From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Vosenn Zu pe ar Vosenn Vras eo ar poread bosenn en em ledas e kornôg Azia hag en Europa er XIVvet kantved. Soñjal a reer e varvas 75 milion a dud, d’an nebeutañ, diwar ar c’hleñved-se. Un efed bras he devoe ar Vosenn Zu en Europa : un drederenn eus poblañs ar c’hevandir a varvas, digreskiñ a reas galloud an Iliz katolik ha taget e voe ar Yuzevien, a selled outo evel ar re o doa degaset ar c’hleñved da Europa.
Dont a ra an anv eus an takadoù du a deu war wel war gorf (kazel ha pleg ar vorzhed dreist-holl) ar glañvourien skoet gant ar c'hleñved. Hiziv an deiz e ouzer mat ez eo pennkaoz Yersinia pestis[1], ur spesad bakteri bet kavet gant ar bakteriologour Alexandre Yersin (1863-1943) e 1894.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.