Meneget eo ivez e levr Oberoù an Ebestel (Ober. 1,13) pa vez bodet an diskibled er Gamblid[6].
Bibliourien zo a lavar ez eo ar memes den hag an Natanael a voe kinniget da Jezuz gant Filip (Yn 1, 45-51) met dizemglev a zo war ar poent-se.
Er mammennoù e sirieg e vez anvet pe Bartolome, pe Natanael bar (mab) Tolmai pe Natanael Bartolome Natanael[7].
Bet eo lakaet gant an iliz katolik war roll ar sent.
Istor ha hengoun
Avielet en defe Arabia, Persia ha marteze kornôg Indez gant an abostol Tomaz[8]. Tri hengoun disheñvel, hini Aleksansdria (gant Euzebius Kaesareia ha Hieronimos), levrioù kozh a-zivout ar verzherien, «Pasion» sant Bartolome a liamm avielerezh Bartolome ouzh Indez.
Hervez Euzebius Kaesareia e kavas Panten a Aleksandria pa yeas da Indez skouerennoù eus Aviel Mazhev bet lezet e ti tud zo gant Bartolome pa oa deuet di da avielañ[9]. Memes titour a voe roet Jerom a Stridon a lavar ouzhpenn e tistroas Panten gant ur skouerenn eus al levr
[10].
Hervez an hengoun kristen e vefe bet oc'h avielañ Armenia gant Tomaz ha Jud ivez[11]. Karget e vefe bet Bartolome da avielañ bro Albanopolis. Merzheriet e vefe bet er gêr-se a vefe per ur gêr eus Armenia Vihan, pe ur gêr eus su menezioù ar C'haokaz[12]. Hervez al Legenda aurea, e vefe bet digroc'henet ez-vev, staget ouzh ur groaz ha dibennet.
Treuzkaset e vez an hengounioù-se gant Iliz apostolek Armenia.
Azaouet e vez e relegoù en Penniliz San Bartolomeo all'Isola e Roma.
Sant-paeron ar gigerien, ar givijerien hag ar geinerien levrioù eo Sant Batolome. Lidet e vez d'ar 24 a viz Eost gant ilizoù kristen ar C'hornôg ha d'ar 25 gant ilizoù ar Reter. Liammet eo an deiziadoù-se eus a deiz ma voe kaset e relegoù da Enez Lipari e 580GJK moarvat.
Lidet e vez deiz-ha-bloaz e verzherinti d'an 11 a viz Mezheven gant ilizoù ar Reter.
(fr)Ilaria Ramelli, L'arrivée de l'Évangile en Inde et la tradition sur saint Thomas in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie, embannadurioù AED, Pariz, 2013, p 67-69.
(fr)Euzebius Kaesareia, Istor an Iliz, 10, 3, meneget gant Ilaria Ramelli, e L'arrivée de l'Évangile en Inde et la tradition sur saint Thomas in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie,embannadurioù AED, Pariz, 2013, p 65
(fr)Ilaria Ramelli, L'arrivée de l'Évangile en Inde et la tradition sur saint Thomas in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie, embannadurioù AED, Pariz, 2013, p 66
(fr)Maxime Yevadian, Le catholicos arménien Sahak Dzoroporetsi et l'Église de Chine in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie, embannadurioù AED, Pariz, 2013, p129
(fr)Maxime Yevadian, Le catholicos arménien Sahak Dzoroporetsi et l'Église de Chine in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie, embannadurioù AED, Pariz, 2013, p 130
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.