From Wikipedia, the free encyclopedia
An AK-47, e rusianeg Автомат Калашникова, Avtomat Kalachnikova [stumm] 1947, anavezet muioc'h dre an anv Kalachnikov, a zo ur fuzuilh-arsailh savet gant Mic'hail Kalachnikov e 1947. A-raok donedigezh an AK-74 er bloavezhioù 1970 e veze graet AK nemetken anezhi en anvadurezh soviedel. Kambret eo er c'halibr 7.62 × 39 mm. E 1949 e oa bet lakaet da arm ofisiel al lu Rusian ha da heul gant broioù Pakt Varsovia. Abalamour da levezon URSS eo bet implijet gant kalz ar strolladoù reveulziañ, sponterien hag armeoù Stadoù er bed a-bezh. An arm-tan gwerzhet ar muiañ en Istor eo an AK-47[1], etre 70 ha 110 milion hervez ar mammennoù. Marc'had-mat eo, aes da implijout, padus, ha ral eo e chomfe bout.[2] Savet eo bet evit bezañ implijet e endroioù lous pe start. An AK-47 zo hiziv an deiz e-kreiz an trafikerezh armoù o tont eus broioù ar Balkan[3]. Produet e vez c'hoazh hiziv an deiz.
Avtomat Kalachnikova 47 | |
---|---|
Ur fuzuilh-arsailh AK-47 | |
Kinnig | |
Bro | URSS |
Doare | Fuzuilh-arsailh damaotomatek/aotomatek |
Mont en-dro | Tennata dre amprest-gazoù, piston |
Munisionoù | 7,62 × 39 mm M43 |
Ijiner | Mic'hail Kalachnikov |
Mare produiñ | Abaoe 1947 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 4,300 kg |
Mas (karget) | 5,117 kg |
Hirder | 870 mm |
Hirder ar c'hanol | 415 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | Etre 200 ha 400 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 710 m/s |
Lusk-tennañ | 600 tenn/mn |
Endalc'h | Karger fiñv 30 kartouchenn (a-wechoù 40 pe 75 kartouchenn) |
Adstummoù nesañ |
|
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
E-kerzh an Eil Brezel-bed e voe amprouet gant an Alamaned pimpatromoù Sturmgewehr 44, un arm aotomatek nevez kambret en ur munision berroc'h evit ar re a veze implijet betek-neuze. Bamet e voe renourien an URSS o welet un arm ken modern o tont war-wel. D'ar 15 a viz Gouere 1943, Komiserdi poblel an armañ a roas urzh bras da sevel un arm soviedel evit talañ d'al lañs a oa gant an Alamaned. Ur skipailh en e benn an ijinour N.M. Elizarov (Н.М. Елизаров) a voe karget d'ober war-dro ha da gavout ar buanañ ar gwellañ un arm ken efedus. Diorroet e voe ar c'hartouchennù 7,62 × 39 mm evit an arm da zont. E 1944 e voe roet lañs d'ur genstrivadeg da grouiñ an arm-mañ.
Mic'hail Kalachnikov, ur bleiner kirri-houarnet soviedel, a oa krog da sevel armoù en e wele ospital goude bezañ bet gloazet da vare emgann Briansk. E 1944 e kemeras perzh er genstrivadeg evit sevel an arm aotomatek nevez. Kinnig a reas e raktres fuzuilh met koll a reas a-enep Sergueï Simonov hag e SKS-45.
Merzhet e voe memestra barregezhioù Kalachnikov hag anvet anezhañ da ijinour e penn ur skipailh enklask war an armoù aotomatek. E fin ar bloavezh 1946 e oa savet pimpatromoù kentañ an AK-1. Un ezel eus ar skipailh, Aleksandr Zaitsev, a deuas a-benn da gendrec'hiñ Kalaschnikov da simplaat e arm.
Pimpatromoù all (AK-2 hag AK-3) a voe savet ha peurechuet e miz Du 1947. E 1948 e krogas produerezh an AK-47 en embregerezh Izhevsk, en uzin 524. E 1949 e voe lakaet da arm ofisiel al lu soviedel.
An Alaman Hugo Schmeisser, saver an MP 40 hag ar Sturmgewehr 44, a zo bet rediet da labourat evit ar Soviediz etre 1945 ha 1952. Kaset eo bet da uzin Izhevsk, ha kenlabouret en deus gant Mic'hail Kalachnikov. Daoust d'ar pezh a lenner pe a glever a-wechoù, n'eo ket an AK-47 ur gopienn eus an Stg 44, daoust d'o stumm a c'hell seblant damheñvel ha d'an implij a reont eus kartouchennoù berr. Disheñvelderioù bras a gaver etre an daou arm :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.