Lord of War
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Lord of War a zo ur film gall-stadunanat-alaman skrivet ha sevenet gant Andrew Niccol war an trafikerezh armoù.
Remove ads
Aktourien ar film a zo Nicolas Cage, Jared Leto, Bridget Moynahan, hag Ethan Hawke. Lord of War a gont istor Yuri Orlov o vont-tre bed an trafikerezh armoù dres a-raok Freuzadenn an Unaniezh Soviedel, dont a ra da vezañ ur gwerzher armoù meur hep drugar. Ar film a zo bet embannet en SUA d'ar 16 a viz Gwengolo 2005 gant Lionsgate Films, hag embannet bedel gant Arclight Films. Rastellet ez eus bet 72,6 milion a zollarioù stadunanat er box office.
Degemeret eo bet etre ar film. Brudet mat eo deuet da vezañ digoradur ar film ha labour Cage evel Yuri. Burutelladennoù a zo savet a-fed ar vank a zonder gant an dudenn Yuri.
Ur gendalc'hadenn da Lord of War a zo bet kemennet d'an 8 viz Mae 2023.
Remove ads
Istor ar film
Yuri Orlov (Nicolas Cage) gant e vreur yaouankoc'h Vitali a zo bet ganet o-daou en Ukraina soviedel e-pad mare ar Brezel Yen.
Kerent an daou vreur a derc'h deus an URSS evit mont etrezek ar Stadoù-Unanet. Eno e krogo an daou gañfard da vont etrezek an trafikerezh armoù betek tizhout penn ar gwerzh-se.
Tro-dro d'ar film
Ar film a zo e bal diskuliañ an trafikerezh armoù-tan ha priz marc'hmad-mat an armoù dre vras pezh a vezo siwazh gwirvoud evit e seveniñ:
- 3000 fuzuilh-arsailh AK-47 Kalachnikov gwir a zo bet prenet gant produour ar film dre ma oant marc'hadmatoc'h evit reoù faos.
- An 50 tank a vez gwelet er film a zo reoù gwir bet feurmet digant un dastumer a 100 T-72, marc'hadmatoc'h e oa d'o feurmiñ evit da sevel ur sell 3-ment anezho.
Remove ads
Liammoù diavaez
- Filmig digoradur Lord of War
- Filmig kinnig IMDB Movies
- Lord of War war Allocine
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads