Film birvidik

rumad filmoù From Wikipedia, the free encyclopedia

Film birvidik
Remove ads

Ur film birvidik a vez graet eus un doare film hag a zo diazezet war lodennoù stourm, fuzuilhadennoù, tarzhadennoù, ha labourioù kammigellerezh. Tabut a zo kroget er bloavezhioù 1980 gant an enklaskerien skol-veur evit gouzout petra a oa elfennoù ur film da vezañ lakaet da dalvezout evel unan birvidik. Evit enklaskerien zo evel David Bordwell e vez eus ar seurt filmoù-se reoù gant ur c'hoant degas un arvest muioc'h evit ur c'hoant da gontañ un istor. Lod all evel Geoff King a embann o dez an doareoù filmoù-se lodennoù birvidik evit skañvaat an istor. Alies e vez ar filmoù birvidik ur c'hemmesk eus meur a zoare film, kemmesk gant komedienn, filmoù skiant-faltazi, ha filmoù spont.

Fedoù berr-ha-berr Iskevrennad eus, Anv berr ...
Remove ads
Thumb
Sylvester Stallone evel John Rambo en Rambo III (1988). Ar film a oa bet embannet en dekvloavezhiad ma oa deuet da vezañ ar ger "birdivik" estreget un doare da zeskrivañ ar film met un elfenn bruderezh evitañ ivez.

An droiennoù "action film" pe "action adventure film" a oa bet implijet abaoe ar bloavezhioù 1910, met an displegadenn a implijer hiziv an deiz evit ober eus an doare filmoù-se a zo deuet gant an New Hollywood ha kresk an enep-harozed er filmoù stadunanat e fin ar bloavezhioù 1960, ha filmoù brezel ar bloavezhioù 1970, gant kresk ar filmoù torfederezh ha western. An doareoù filmoù-se a oa bet heuliet gant ar pezh a zo deuet da vezañ "marevezh klasel" ar bloavezhioù 1980. Goude-se e oa ar mare post-klasel ma oa ar filmoù birvidik stadunanat levezonet gant Sinema birvidik Hong Kong hag implij ledanoc'h-ledanañ skeudennoù savet gant an urzhiataer er filmoù. Goude Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001, eo bet distro ar filmoù-se en doare kentañ ma oant gant Kill Bill pe The Expendables.

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads