From Wikipedia, the free encyclopedia
An Tajo (Tajo hervez ar spagnoleg ; Tejo hervez ar portugaleg) zo ur stêr hag a red dre al Ledenez iberek, a-dreuz Spagn ha Portugal, ma teu da aberiñ e Lisboa.
Eieniñ a ra er Montes Universales, er sierra de Albarracín (e proviñs Teruel) e Spagn. Goude redek 1007 km, e tegouezh er Meurvor Atlantel e kêr Lisboa.
En e 816 km kentañ e treuz Spagn hag enni peder c'humuniezh emren (Aragón, Castilla-La Mancha, Kumuniezh Madrid hag Extremadura) ha c'hwec'h proviñs ( proviñsoù Teruel, Guadalajara, Cuenca, Madrid, Toledo ha Cáceres).
Neuze e ra an harz etre Spagn ha Portugal a-hed 47 km, a-raok mont e-barzh ar vro-se .[1] E Portugal e red 145 km, dre rannvroioù Beira Baixa, Alto Alentejo, Ribatejo hag Estremadura, hag enno distrigoù Castelo Branco, Portalegre, Santarém ha Lisboa.
Sede anvioù ar c'hêrioù bras treuzet : Aranjuez, Toledo ha Talavera de la Reina en Spagn; Abrantes, Santarém ha Lisboa, en Portugal.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.