From Wikipedia, the free encyclopedia
Un taifa (en arabeg: طائفة ṭā'ifa, ha طوائف ṭawā'if el liester, ger hag a dalvez kement ha "bagad" pe "bandennad") zo ur rouantelezh vihan arab en Al-Andalus, er Grennamzer. Betek nav ha tregont zo bet anezho.
C'hoarvezout a eurejont goude fitna Al-Ándalus, ar brezel-diabarzh a voe entre kostezenn Hisham III, ar c'halif diwezhañ, eus an dierniezh omeya, ha diskennidi e vinistr, pe hajib, Almansor. Diskaret e voe ar c'halif ha kalifiezh Córdoba war un dro en 1031 .
Kement-se a deuas eus gwask ponner-oc'h-ponner an tailhoù da arc'hantiñ ar brezel hag an difenn ouzh ar rouantelezhioù kristen. Meur a zisrann a voe, ken na greskas niver an taifaoù (pe ṭawā'if).
Ouzhpenn-se e voe aloubadegoù deuet eus ar Maghreb, evel re an almoravided (1090-1102), an almohaded (1145-1146) hag a benimerined (1224).
A-benn ar fin, dre ma kouezhe an taifaoù dirak taolioù ar rouaned kristen, re Kastilha hag Aragon war an diwezhadoù, ne chome eus Al-Ándalus, war-dro kreiz an XIIIvet kantved, nemet Rouantelezh Granada, na godianas nemet d'an 2 a viz Genver 1492, an deiz ofisiel ma voe echuet ar Reconquista.
En istor al-Andalus e voe tri marevezh a vesk hag a zizurzh pa veze an taifaoù, pe rouantelezhioù, o vrezeliñ an eil a-enep d'egile:
Setu an taifaoù a voe kemeret gant kurunenn Aragon:
Adalek kastell Siurana. L'ocupació dels territoris de Siurana va començar l'any 1153.
Neuze e voe kemeret ar galloud gant niz Almansor,a savo an dierniezh amirí 1065-1075. En 1075-1086, al-Qadir, eus Toledo, gant skoazell Kastilha, a adkemeras kêr València (hag an taifa da-heul) ma c'houarnas betek ma voe drouklazhet en 1092. E 1094, el Cid entra a la ciutat duent a terme un dur assetgament. A-benn ar fin e voe kemeret an taifa gant an almoravided e 1102.
Sklav a dalvez amañ kement ha sklav a orin, dieubet, a orin iberek pe europat Cal dir que el terme eslaus fa referència a esclaus lliures, d'origen centreeuropeu o del nord peninsular.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.