Squeezie

From Wikipedia, the free encyclopedia

Squeezie

Lucas Hauchard, lesanvet Squeezie, ganet d’ar 27 a viz Genver 1996 e Vitry-sur-Seine (Val-de-Marne) a zo un animatour dudi hag embreger. Hiziv e vez heuliet gant 41,9 milion[1] a goumananterien en holl war e rouedadoù sokial.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Squeezie
Thumb
den
Reizh pe jenerpaotr 
Bro ar geodedouriezhBro-C'hall 
Anv ganedigezhLucas Adrien Hauchard 
Anv-bihanLucas 
Anv-familhHauchard 
LesanvSqueezie 
Deiziad ganedigezh27 Gen 1996 
Lec'h ganedigezhVitry-sur-Seine 
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg 
Bet war ar studi eDescartes Lycée 
Deroù ar prantad labour2011 
Perzhiad e2022 GP Explorer, 2023 GP Explorer 
Oberenn heverkOxyz 
Serriñ

Krouet en doa e rouedad Youtube kentañ e 2008 met e 2011 e oa bet krouet e rouedad a vremañ gant al lesanv Squeezie. Krog eo da vezañ anavezet dre ober videoioù gaming ; goude se, evit dedennañ muioc’h a dud e oa krog d’ober videoioù liesseurt. E 2013 en doa krouet ur rouedad, e kenlabour gant Cyprien, unan eus ar youtuberien vrudetañ anavezet er mare-se, hag e voe evit Squeezie ul leurenn-lañs evit dont da vezañ anavezet kenañ.

Er-maez eus e rouedadoù sokial e kemer perzh e meur a raktres all evel Yoko, ur merk dilhad, pe Gentle Mates, un embregerezh e-sport.

Bugaleaj

Squeezie a oa krog d’ober videoioù rak plijet kenañ e oa gant ar c’hoarioù video. E-barzh e familh ne veze ket gwelet mat ober videoioù avat, ha c’hoant o doa e dud e tremenfe ar skol da gentañ, met skoazellet o deus anezhañ memes tra.

Youtube

Pa grouas e chadenn YouTube e 2011 e stagas gant un avantur vras war internet. Dre m'eo deuet da vezañ brudetoc’h-brudetañ en deus krouet, asambles gant Cyprien ur chadenn anvet Bigorneaux et Coquillage (Cypriengaming).

Abaoe 2015 eo Squeezie unan eus ar youtuberien c’hallek brudetañ. Pa vez degemeret e-barzh Webedia, un ajañs mediaoù en linenn, eo un darvoud bras evitañ peogwir eo tigor budjedoù bras d'e videoioù.

E 2019 eo bet kuitaet Webedia gantañ hag ur bazenn vras eo e-barzh e vuhez youtuber rak da-heul, o vezañ m’eo brudet kenañ, e c’hell kaout arc’hant a-walc’h, ha posupl eo dezhañ e-unan kavout kevelerezhioù bras, evit sevel videoioù gant budjedoù bras e-unan[2].

Muioc’h eget ur youtuber

Abaoe 2021 e krog Squeezie d’ober ur bern raktresoù bras kenañ hag e tiskouez neuze ivez penaos ez eus bet un emdroadur bras kenañ evit ar youtuberien hag a grog d’ober raktresoù a live gant an abadennoù skinwel.

Raktresoù all

GP Explorer

Da gentañ eo ur glaoustre lañset e-pad ar Zevent 2020[3]. E 2022 e ped Squeezie 11 daouad eus an internet gall da redek gant F4 war redva ar Mañs. Un eil abadenn a zo bet graet e 2023[4].

Yoko

Thumb
Merk dilhad squeezie

Yoko a oa embregerezh dilhad Squeezie, krouet e 2019, awenet gant an arzourez eus bro Japan Yoko Ono. Krouet e oa bet meur a seurt dilhad met dreist-holl rochedoù ha T-shirtoù. Serret eo bet an embregerezh e 2024.

Sonerezh

Abaoe 2017 ez eus bet embannet gant Squeezie 16 single hag un albom deuet er-maez e 2020.

Levrioù

Embannet en deus Squeezie ul levr e 2017 e kenlabour gant Maxenss. Hag embannet en deus div BD e 2022 hag e 2023.

Gentles Mates

Gentle Mates a zo ur c’hleub E-sport krouet gant Squeezie ha Gotaga e 2022 ; Valorant eo e c'hoari video pennañ[5].

Streaming

Kregiñ a ra Squeezie war Twitch e 2017 gant Webedia en ur ober un nebeud abadennoù aozet evel er skinwel. Met goude se e krou e chadenn Twitch dezhañ e-unan hag e teu buan da gaout brud vras. E 2023 neuze e voe tizhet gantañ taol-dreist an niver brasañ a arvesterien war-un-dro e Bro-C’hall evit un abadenn live gant eil abadenn ar GP Explorer (1,3 milion)[6].

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.