Siouxsie and the Banshees

From Wikipedia, the free encyclopedia

Siouxsie and the Banshees

Siouxsie and the Banshees a oa ur strollad punk rock ha post-punk breizhveuriat bet savet e Londrez e 1976.

Thumb
Steven Severin, Siouxsie Sioux ha Budgie
Thumb
Siouxsie e Edinburgh e 1980

A-bouez eo bet e bed ar sonerezh eus dibenn ar bloavezhioù 1970 da benn-kentañ ar bloavezhioù 1990, ha meur a strollad all, evel Joy Division,[1] The Smiths,[2] Depeche Mode,[3] U2,[4] The Cure,[5] PJ Harvey,[6] Jeff Buckley,[7] Radiohead,[8],[9] Tricky,[10] LCD Soundsystem,[11] Massive Attack,[12]

Istor ar strollad

Ar ganerez Siouxsie Sioux hag ar soner gitar boud anvet Steven Severin eo an izili gentañ. Asambles gant ar gitarour John McKay hag an tabouliner Kenny Morris ec'h enrolljont daou Peel Session e 1977. O fladenn vihan gentañ, levezonet gant al luskad post-punk hag anvet Hong-Kong Garden, a zeuas er-maez e 1978, ha pignat a reas betek ar 7vet plas en hit-parade Breizh-Veur. Da heul e teuas er-maez o fladenn vras kentañ, anvet e oa The Scream. Er gazetenn NME eus Breizh-Veur e skrivas Nick Kent e sone ar strollad evel ur meskaj etre The Velvet Underground ha Can[13].

Buan e voe brudet ar strollad er Rouantelezh-Unanet, met bec'h a savas etre ar sonerien e penn-kentañ an droiad aozet da heul embann Join Hands (miz Gwengolo 1979), neuze ez eas kuit McKay ha Morris. Robert Smith (The Cure) a gemeras plas ar gitarour. E 1980 e voe degemeret daou soner nevez: ar gitarour John McGeoch (bet e Magazine) hag an tabouliner Budgie (bet ezel eus The Slits). Kregiñ a reas ar strollad da enrollañ tonioù nevez, heñveloc'h ouzh sonerezh pop, evel "Happy house" ha "Christine", ha re all disheñvel, evel 'Red light'. An holl donioù-se a gaver war Kaleidoscope, ur bladenn liesseurt, hag a dapas 5vet plas an hit-parade e Breizh-Veur. E 1981 e voe krouet The Creatures gant Siouxsie ha Budgie, gant ar pal sevel tonioù diazezet war ar binvioù-sko. Er memes bloavezh e teuas er-maez ur bladenn nevez gant The Banshees, Juju he zitl. Hervez Morrissey ez eo pladenn wellañ ar strollad[14].

E 1982 e voe meulet ar strollad gant ar vurutellerien eus Breizh-Veur pa zeuas er-maez A Kiss in the Dreamhouse, ur bladenn nevez he son, gant bivioù-kerdin ha sonioù dic'hortoz, tost ouzh ar sonerezh-arnodiñ[15]. Riñset e oa bet John Mc Geoch gant an enrollañ, ha kuitaat a reas ar strollad goude-se. Ur wech ouzhpenn e voe degemeret Robert Smith, ha gitarour ar strollad e voe etre 1982 ha 1984. Kemer a reas perzh en enrollañ Hyaena e 1984.

Gant ar bladenn single anvet "Cities In dust", e tiskouezas Siouxsie e oa bepred gouest d'ober sonerezh evel m'he doa graet e dibenn ar bloavezhioù 1970. E 1986 e teuas er-maez ar bladenn Tinderbox, diazezet war doare seniñ gitar John Carruthers. E 1987 e teuas er-maez Through the Looking-Glass : ur bladenn warni tonioù bet ijinet gant strolladoù all, ha sonet en-dro gant Siouxsie and the Banshees.

E 1988 e reas berzh ar strollad er Stadoù-Unanet a-drugarez d'an albom anvet Peepshow. Goude an droiad a voe aozet da heul embannadur ar bladenn e voe enrollet ur bladenn nevez gant The Creatures, Boomerang he zitl. Ur bladenn sonerezh bihanañ eo.

E 1991 e teuas a-benn ar strollad d'ober berzh er Stadoù-Unanet (plas 23 en hit-parade) gant an ton "Kiss them for me" tennet eus Superstition[16].

E 1994 e kanas Siouxsie asambles gant Morrissey war ar bladenn single Interlude, un ton leun a vinvioù-kerdin. E 1995 e teuas er-maez pladenn diwezhañ ar strollad, The Rapture he zitl. Ur bladenn heñvel ouzh "A kiss in the dreamhouse" eo. Nepell goude e voe divodet ar strollad.

Siouxsie ha Budgie a gendalc'has gant an anv The Creatures. Lakaat a rejont embann ar bladenn anvet Anima Animus e 1999. Hervez PJ Harvey ez eo unan eus an dek pladenn a blijas ar muiañ dezhi e 1999[17].

Advodet e voe The Banshees e-pad ur pennadig e 2002. Siouxsie a ganas ivez war "Kish Kash" (Basement Jaxx) ha war Hai!, pladenn diwezhañ The Creatures.

Thumb
Siouxsie e Madrid e 2008

E miz Gwengolo 2007 e teuas er-maez ur bladenn gant Siouxsie hec'h-unan, Mantaray he zitl. Degemeret mat e voe gant ar vurutellerien[18].

Roll pladennoù

Siouxsie and the Banshees

  • The Scream (1978)
  • Join Hands (1979)
  • Kaleidoscope (1980)
  • Juju (1981)
  • Once Upon a Time - The Singles (1981, dastumadeg)
  • A Kiss in the Dreamhouse (1982)
  • Nocturne (1983, dvd enrollet live
  • Hyaena (1984)
  • Tinderbox (1986)
  • Through the Looking-glass (1987)
  • Peepshow (1988)
  • Superstition (1991)
  • Twice Upon a Time - The Singles (1992, dastumadeg)
  • The Rapture (1995)
  • The Best of Siouxsie and the Banshees (2002, dastumadeg)
  • Seven Year Itch (2003, dvd live enrollet e Londrez e 2002)
  • Downside-up (2004, datsumadeg an holl duioù-B)
  • Voices On The Air : The Peel Sessions (2006, an holl John Peel sessions enrollet etre 1977 ha 1986)
  • At The BBC (2009, 1 dvd + 3 cds)

Siouxsie Sioux

  • 2005 - Dreamshow (live dvd - London 2004)
  • 2007 - Mantaray
  • 2009 - Finale : The Last Mantaray And More Show (live dvd - London 2008)

The Creatures (Siouxsie & Budgie)

  • 1989 - Boomerang
  • 1997 - A bestiary of (compilation : 'Wild things'E.P 1981, 'Feast' Album-1983, 'Right now' single-1983)
  • 1999 - Anima Animus
  • 2004 - Hai!

Notennoù

Liammoù diavaez

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.