Sicario (film 2015)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Remove ads
Sicario, a c'hallfed treiñ en "muntrer"[1], zo ur film polis avantur stadunanat eus 2015 sevenet gant Denis Villeneuve, skrivet eo bet an istor gant Taylor Sheridan. Evel aktourien e vez Emily Blunt, Benicio del Toro, Josh Brolin, ha Victor Garber. Ar film a ro tro da heuliañ daou ajant eus an FBI emezelet en ur skipailh stourm eus ar gouarnamant stadunanat evit tizhout unan eus pennoù ar cartel dramm mec'hikan. Sicario a oa bet kinniget evit ar Palme d'Or e-pad Festival Cannes 2015. Da zigentañ eo bet bannet en un nebeud salioù er Stadoù-Unanet a-raok bezañ skignet dre ar bed-holl d'an 2 a viz Here 2015.

Sicario a zo bet burutellet mat a-fed filmañ, renerezh, ar sonerezh, ha labour an aktourien Blunt ha del Toro. Ar film a oa bet lakaet e anv evit ar priz Best Cinematography, Best Original Score, ha Best Sound Editing eveit 88vet lid an Academy Awards, kement ha lakaet e anv tri gwech ar BAFTA evit ar Best Supporting Actor, Best Cinematography, ha Best Film Music. An arvesterien mec'hikan o deus burutellet an doare ma z'eo taolennet kêr Ciudad Juárez[2]. Ur film a heuil a zo bet embannet, Sicario: Day of the Soldado, hag embannet d'an 29 a viz Even 2018, o welet Columbia Pictures o kemer plas Lionsgate.
Remove ads
Aktourien
- Josh Brolin
- Jon Bernthal
- Daniel Kaluuya
- Jeffrey Donovan
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads