Benicio del Toro

From Wikipedia, the free encyclopedia

Benicio del Toro
Remove ads
Remove ads

Benicio Monserrate Rafael del Toro Sánchez, ganet d'an 19 a viz C'hwevrer 1967, zo un aktour puertorikan. Enoret eo bet gant un Academy Award, ur BAFTA Award, ur Golden Globe Award hag ur Screen Actors Guild Award evit e roll ofiser polis dic'hoanaget met onest Javier Rodriguez er film Traffic (2000). Labour Del Toro evel un ez-strizhkredener, Jack Jordan, en 21 Grams (2003) gant Alejandro González Iñárritu a lakaas anezhañ da gaout e anv lakaet war ar renk evit un eil Academy Award evit priz ar Best Supporting Actor, met ivez evit un eil Screen Actors Guild Awards hag ur BAFTA Awards evit ar priz Best Actor in a Leading Role.

Thumb
Benicio del Toro e 2014 evit kentañ skignadenn Guardians of the Galaxy

Brudet eo bet ivez evit e roll a Fred Fenster er film The Usual Suspects (1995), enoret eo bet gant e c'hentañ Independent Spirit Award; Benny Dalmau en Basquiat (1996), ma voe enoret gant un eil Independent Spirit Award; Dr. Gonzo en Fear and Loathing in Las Vegas (1998); Franky Four Fingers en Snatch (2000); an den vil enebour d'an haroz Jackie Boy e Sin City (2005); ar reveulzier Che Guevara er film Che (2008), enoret e voe gant ur priz gwellañ aktour er Festival de Cannes met ivez e-pad ar Goya Awards. Brudet eo bet ivez dre e roll a Alejandro, un dudenn gevrinus, feuls hag a dremen e vuhez o tistrujañ ur c'hartel dramm er film Sicario (2015), enoret eo bet lies del Toro gant ar film-se : gant ar Chicago Film Critics Association Award evel gwellañ aktour a eil, lakaet e anv evit un trede BAFTA Award.

Remove ads

Buhez personel

D'an 11 a viz Ebrel 2011, degemenner del Toro a embanne e oa bet del Toro ha Kimberly Stewart (merc'h Rod Stewart) o c'hortoz o c'hentañ bugel, memes ma ne oant ket asambles en un doare ofisiel. Ur verc'h a zo ganet, anvet Delilah, d'an 21 a viz Ebrel 2011. Benniget eo bet e Puerto Rico.

D'ar 4 a viz Du 2011, e oa bet roet dezhañ ar vroadelezh spagnol, memes amzer evit e gamarad eus Puerto Rican Ricky Martin. Asantet e oa bet ar goulenn gant ar gouarnamant spagnol dre an donezonoù arzel hag ar fed e oa orinoù spagnol (familh en deus e Barcelona).

E miz Meurzh 2012, e oa enoret gant un titl a enor gant Skol-veur Puerto Rico dre e levezon war ar sinema, e-pad lid kant vloaz an aozadur.

Remove ads

Filmlennadur

Sinema

Muioc'h a ditouroù Bloavezh, Titl ...

Skinwel

Muioc'h a ditouroù bloavezh, Titl ...
Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads