mirdi italian From Wikipedia, the free encyclopedia
An Dastumad Paolo Giovio, pe ar Serie gioviana hervez an italianeg, zo un dastumad poltredoù, 484 en holl, dastumet gant an eskob hag istorour italian Paolo Giovio (1483–1552) hag a weler e trepasoù bras Mirdi an Ofisoù e Firenze.
Poltredoù tud a bep seurt int, re skrivagnerien, tud a stad hag a iliz, graet eus an dud en o bev evit un darn anezho. Soñj Giovio a oa mirout poltredoù eus tud illur en ur mirdi savet evit se war lez lenn Como.
Kollet eo an dastumad orin, met eiladurioù a voe graet evit Cosimo Iañ de' Medici hag ar re-se eo a vez gwelet en Uffizi Firenze.
Giovio a grogas da zastum poltredoù war-dro 1512, pa guitaas e vroig ha kêr Como da ober e dreuz e Roma[1] Da gentañ ne oa nemet tud a bluenn, met goude e voe ivez tud a vrezel, rouaned ha pibien, arzourien ha maouedez zoken.[2]. En holl e kaver poltredoù tud eus amzerioù koshoc'h a-gevret gant re e an amzer.
Kroget e voe da eilañ an dastumad e 1552 pa c'houlennas Cosimo Iañ de' Medici digant al livour Cristofano dell'Altissimo eilañ poltredoù ar Galleria universale degli uomini a oa gant eskob Como, Paolo Giovio. Eno, en e balez war lez Lenn Como, e oa mirdi personel an eskob, leun a boltredoù. Fellout a rae da Giovio ober ur mirdi da zerc'hel koun resis eus tud a bouez, ha nemet poltredoù eus tud en o bev ne c'hoantae. Pa n'halle ket kaout avat e felle dezhañ lakaat ober poltredoù diwar pezhioù moneiz, delwennoù, pe poltredoù all. A-zevri e labouras, e skrivas da dud a-leizh, eus Europa pe Turki, da c'houlenn poltredoù. Hervez e lizhiri e varc'hatas, hag e prenas lod e-unan[3].
E-pad 37 vloaz e voe Cristofano dell'Altissimo oc'h eilañ ar poltredoù, adalek 1552 betek 1589. Diskouezet e vezont en Uffizi abaoe 1587[4].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.