Saburo Sakai

From Wikipedia, the free encyclopedia

Saburo Sakai

Saburo Sakai (1916-2000) a oa ur blenier kirri-nij japanat e-pad an Eil Brezel-bed. Graet e voe as anezhañ rak diskaret en doa muioc'h evit 60 karr-nij brezel enebour.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Saburo Sakai
Thumb
den
Reizh pe jenerpaotr 
Bro ar geodedouriezhJapan, Impalaeriezh Japan 
LealdedImpalaeriezh Japan 
Anv e yezh-vamm an den坂井三郎 
Anv-bihanSaburō 
Anv-familhSakai 
Anv e kanaさかい さぶろう 
Deiziad ganedigezh25 Eos 1916 
Lec'h ganedigezhSaga 
Deiziad ar marv22 Gwe 2000 
Lec'h ar marvAtsugi 
Doare mervelabeg naturel 
Abeg ar marvmyocardial infarction 
Yezhoù komzet pe skrivetjapaneg 
Michernijer karr-nij, skrivagner, milour 
Deroù ar prantad labour1933 
Kleñvedone-eyed 
Grad milourelletanant 
BrezelEil Brezel-bed 
Skour luServij nij Morlu Impalaeriel Japan 
Serriñ

Buhez

Saburo Sakai a oa ganet e Saga (Japan) d'ar 25 a viz Eost 1916. E familh a oa anavezet evit bezañ diskennidi ur remziad Samouraied, met bevañ a raent diwar labour an douar. Ne voe ket gwall entanet Saburo gant e studioù.

D'an 31 a viz Mae 1933, oadet a 16 bloaz, Sakai a yeas da vartolod brezel. Da gentañ e voe implijet evel kanolier war ar vag Kirishima betek 1936. Er bloavezh-se e voe degemeret en ur skol evit bezañ blenier karr-nij. Div wech e c'hwitas an arnodenn evit bezañ degemeret, met tapout a reas memestra an diplom blenier kirri-nij war-vourzh un douger kirri-nij e 1937. Kentañ e glasad e voe. Kregiñ a reas mare ar brezel-nij evitañ er brezel etre Sina ha Japan. Eno e voe gloazet. Goude-se e choazasnijal war ar c'harr-nij mil-anavezet Mitsubishi A6M "Zero", ha kenderc'hel a reas da vrezeliñ a-enep China.

Adal penn-kentañ ar brezel e oa disemglev etre Sakai hag an ofisourien, dreist-holl evit gouzout petra a c'halle ar vleinerien kirri-nij, soudarded simpl anezho, ober pe get. Sakai a roas an tu d'e genseurted da vutuniñ, ar pezh a oa difennet rik, reiñ a reas urzh d'unan anezho da laerezh boued an ofisourien. E-kerzh ar c'hentañ emgann a-enep ar Sinaiz, Saburo Sakai a dizhas ur c'harr-nij enebour, met dre ma oa bet graet a-enep an holl urzhioù e voe lañgachet gant e ofiser e plas bezañ anavezet e drec'h.

Thumb
Kirri-nij A6Mzero aerlu implaeriezh Japan a-us da China 26 a viz mae 1941

An Eil Brezel-Bed

Goude ma vije kroget ar brezel a-enep ar Stadoù-Unanet, kemer a reas perzh e tagadenn Filipinez. E 1942 e voe kaset da dTarakan, e Borneo, ha kemer a reas perzh e emgannoù an Indez Izelvroat. Dont a reas a-benn da dizhout 13 karr-nij enebour a-raok bezañ klañv. Goude tri miz e tistroas war an tachennoù emgann, e strollad-nij an is-letanant Junishi Sasai e Ginea Nevez.

D'ar 7 a viz Eost 1942 e voe gloazet e-kerzh un emgann a-us da Guadalcanal, koll a reas eno e lagad dehou. Dont a reas a-benn memestra da zistreiñ gant e garr-nij goude ma vije bet kontet evel marvet. Chom a reas stanket en ospital e-pad pemp miz, ha ret e voe dezhañ bezañ oberataet e-pad pell hep louzeier.

Tremen a reas ur bloavezh evel kelenner evit ar skolidi brezel war ar c'hirri-nij. E miz Ebrel 1944 e voe kaset da strollad-nij Yokosuka, hag a voe lakaet war takad emgann Iwo Jima. Ne c'hellas ket nijal e-pad pell met tizhout a reas pevar enebour memestra.

E-kerzh an Eil Brezel-bed, distruj a reas 64 c'harr-nij enebour, stadunanat evit an darn vrasañ anezho. Anavezet ez eo ivez evit bezañ unan deus an tri blenier nemetañ deus e strollad-nij orin hag a chomas bev betek fin ar brezel. Goude ar brezel, Saburo Sakai a guitaas an arme gant ar grad a letanant. E penn un embregerezh moullañ en em gavas. Gweladenniñ a reas ar Stadoù-Unanet, e-lec'h ma c'hellas kejañ gant e enebourien gozh.

Saburo Sakai a zo marvet diwar un taol-kalon d'an 22 viz Here 2000, e-pad un emvod war aerborzh-vor Atsugi.

Banniel brezel Impalaeriezh Japan   Impalaeriezh Japan    An holl rummadoù ha pajennoù a-zivout Impalaeriezh Japan
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.