SIG SG 550
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar SIG SG 550, anvet ivez Fass 90 (evit Fusil d'Assaut 90) pe Stgw. 40 (evit Sturmgewehr 40) en arme, zo ur fuzuilh-arsailh produet abaoe 1986 gant an embregerezh SIG Sauer. Choazet eo bet evel arm-skoaz standart an arme suis e 1983, hag implijet e vez gant nerzhioù a bep seurt broioù abaoe. Meur a adstumm anezhi a gaver, hag unan eus ar fuzuilhoù-arsailh brudetañ eo evit kalite he froduiñ[1].
Remove ads
Remove ads
Deskrivadur
Kambret e oa da gentañ ar SIG 550 e 5,56 x 45 mm, kalibr standart broioù AFNA. Dibaoe e vez kinniget stummoù kambret e 7,62 × 51 mm, 6,5 Creedmoor ha .300 AAC BLK. Ur stumm e 7,62 × 39 mm (bet standard armoù Pakt Varsovia) a gaver ivez. Lamm ar SIG 550 zo plegus, ha pourveziet eo gant kargerioù treuzwelus evit ma c'hallfe an tenner gwelet pet tenn a chom ennañ[1]. Daou garger ouzhpenn a c'hall bezañ staget war gostezioù an arm evit buanaat ar pourveziañ da vare un emgann. Tri mod-tennañ a gaver war ar skouerennoù produet evit ar Stadoù : un tenn, tennadegoù 3 zenn, pe tennadegoù (mod aotomatek). Un daoubez zo stag dindan ar c'hanol. Ar pontig a c'haller plegañ evit tennañ gant manegoù[2].
Remove ads
Implijerien ofisiel
Daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads