Rostrenenn (distaget [(h)ʀosˈtʀen] ha [ˈ(h)ʀostʀen] er vro[2]) zo ur gumun e departamant Aodoù-an-Arvor hag unan eus kêrioù brasañ Kreiz Breizh, 3 132 a dud enni e 2020. Ur barrez eus Eskopti kozh Kernev a-raok 1790 ha kêr-benn ar Vro Fisel eo.

Muioc'h a ditouroù Anv gallek (ofisiel), Bro istorel ...
Rostrenenn
Ti-kêr Rostrenenn.
Ti-kêr Rostrenenn.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Rostrenen
Bro istorel Bro-Gerne
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Rostrenenn
Kod kumun 22266
Kod post 22110
Maer
Amzer gefridi
Guillaume Robic
2020-2026
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Kreiz Breizh
Lec'hienn Web (fr) Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 132 ann. (2020)[1]
Stankter 97 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 14′ 08″ Norzh
 19′ 05″ Kornôg
Uhelderioù bihanañ 152 m — brasañ 262 m
Gorread 32,17 km²
Lec'hiañ ar gêr
Rostrenenn
Serriñ

Anv

  • Bernard Tanguy (1992) ː Rostrenen, 1248 ; Rostraenen, 1254 ; Rostrenen,1262, 1267, 1269 ; Rostraenen, 1270, 1285 ; Rostrenein, 1294 ; Rostrenen, 1296 ; Rostrainen, 1317 ; Rostraenein, c. 1330 ; Rosdrenen, 1368 ; Rostrenen, 1535-1536.
  • Rostraenen e oa en XIIIvet kantved[3].
  • Erwan Vallerie (1995) ː Rostrenen, 1267 ; Rostroenen, 1270 ; Rostrenein, 1294 ; Rostrenan, 1306 ; Rotrelen, Rotrelan, 1320 ; Rostrenen, 1328 ; Rostrenan, 1352 ; Rostrenen, 1354, 1368 ; Rosdrenen, 1368 ; Castro de Rostrelehen ? ; Rostraenen, 1371 ; Rostrenan, 1379 ; Rosternen, 1536 ; Rostrenan, 1593 ; Rosternan, Rosternen, 1636 ; Rosternen, 1731.

Douaroniezh

Kumunioù amezek

Dezougen

Thumb
An ti-gar

Ardamezioù

En erminoù e deir zreustell en gul
  • Sturienn : Oultre ("Uheloc'h bepred"), tiegezh Rostrenenn.

Istor

Deroù

E-pad ar prantad galian-ha-roman eo deuet Rostrenenn da vezañ ur c'hroashent asambles gant Karaez (Vorgium) abalamour d'ar marc'had dreist-holl. Dont a ra da vezañ ur gêriadenn da vat pa vez savet ur c'hastellig e koad-prenn e-kichen ur stank. An ti-kêr a vez kavet bremañ er plas-se. Ar c'hastellig-se a oa bet savet gant ur baron er VIIvet kantved goude Jezuz-Krist.

Baronelezh ha kastell

En XIvet kantved e voe savet un tour-meur e plas ar c'hastellig. Galloudus e teuas baronelezh Rostrenenn da vezañ d'ar mare-se pa oa e varon (Riwalon aet da senesal Breizh e 1068). En em ledañ a rae levezon baronelezh Rostrenenn war pevar c'hanton betek an Dispac'h gall e 1789. Ar c'hastell a oa kelc'hiet gant mogerioù-difenn uhel hag gant ar stank bepred. Lod eus baroned Rostrenenn o deus bet ur pouez bras en istor: Jafrez Rostrenenn e-pad an Eizhvet kroaziadeg (en XIIIvet kantved), ar baron Pêr VI hag a vrezele gant Beltram Gwesklin (e 1370) hag ar baron Pêr VIII, letanant an armeoù gall, ivez, a skarzhas ar Saozon eus Frañs kuit gant Janed Ark.

E 1581, Toussaint de Beaumanoir, mestr-kamp armeoù ar Roue ha baron Rostrenenn a greñvaas an tour-meur. E 1592, e-pad 3 bloavezh e talc'has ar c'hastell ouzh an enebourien. Met en trede bloavezh e kouezhas ar c'hastell en e boull ha distrujet e voe evit na c'hellje ket bezañ implijet ken. Distrujet e oe da vat diwar urzh ar roue gall Herri IV e 1601, dindan Elena Rostrenn, merc'h Toussaint. Ur c'hastell nevez evit an annez a voe savet gant un embregour o chom e Kemper diwar c'houlenn an dugez Elbeuf, baronez Rostrenenn en XVIIIvet kantved. Ar varoned ziwezhañ a chomas er c'hastell-se betek an Dispac'h gall. Un toull-bac'h a voe graet gantañ (evel Kampostal), ti an archerien a vo staliet e-barzh da c'houde. Tudjentil ar vro a voe toullbac'het er c'hastell e-pad an Dispac'h.

E-pad labourioù kanol Naoned-Brest e servije ar c'hastell da bareañ ar brizonidi bolitikel, un ospital e oa d'ar mare-se. Implijet eo bet ivez evel skol ar merc'hed betek 1935, skoliatet e voent goude en ur savadur nevez: ar skol Édouard Herriot. Ar c'hastell en deus servijet evit bezañ skol an holl vugale e-pad an Eil brezel-bed, dre ma oa ar c'hkommandantur e skol ar merc'hed. Ar peurrest eus ar c'hastell a zo bet distrujet evit sevel an ti-post.

XIXvet kantved

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

Eil Brezel-bed

  • Yuzevion a gavas repu e Rostrenenn e-pad ar brezel; unan anezhe, dimezet gant ur plac'h eus ar vro, a voe flatret ha serret, mervel a reas en Auschwitz; ur vamm hag he div blac'hig a c'hellas chom kuzhet betek an Dieubidigezh[7].
  • Kemeret e voe 36 000 Lur en ti-post ha 100 000 Lur er Banque populaire, gant tri ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’ar 25 a viz Ebrel 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[8].
  • Mervel a reas 25 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[4].

Brezelioù didrevadennañ

Brezel Indez-Sina
  • Mervel a reas pevar milour eus ar gumun er Viêtnam.
Brezel Aljeria
  • Mervel a reas ur soudard eus ar gumun.
Tchad

Bonen

  • E 1970 e voe staget kumun Bonen ouzh hini Rostrenenn.

Diorroadur

En em ledet eo ar gêr tro-dro d'ar c'hastell, dreist-holl war dorgenn ar Minioù (263 metrad uhelder). A-raok an Dispac'h gall e veze korvoet ar c'hoadeier a oa tro-war-dro, diorroet eo ar gêr dre-se. 900 annezad a oa da vare an Dispac'h gall. E 1790 e teu Rostrenenn da vezañ ur gumun. Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Rostrenenn da benn ur bann[10]. Krouet voe neuze un takad evit labourat an douar, Rostrenenn o vezañ e-kreiz. A-drugarez da ziorroadur ar c'hehentiñ e teu kêr da vezañ liammet gant an diavaez. Diorroet 'vez ar skoliata ivez, degas a ra skolidi ha studierien. Dont a ra da vezañ ur gêr artizanel ha kenwerzhel. Da Veurzh e c'heller kavout ar marc'had e pep lec'h e kêr. Ur vediaoueg brav-tre a zo bet savet e 1993.

Monumantoù ha traoù heverk

Poblañs

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Tud

Tudbet ganet eno

Tud marvet eno

Tud liammet ouzh Rostrenenn pe o deus bevet eno

Ardamezeg ar familhoù

Beaumanoir
Baroned ar barrez
En glazur e unnek hanochenn en argant, 4, 3, 4.
du Quélenec
Baroned ar barrez
En erminoù, e gab en gul karget gant teir flourdilizenn en aour

Relijion

Burzhud miz Kerzu 1300 hag ar pirc'hirindedoù

E miz Kerzu 1300 e voe kavet gant un den un delwenn eus ar Werc'hez Vari e-kreiz un draeneg. Pa voe lakaet an delwenn e chapel ar c'hastell e voe pirc'hirined o tont da azeuliñ Itron Varia an Draeneg. Pardon ar Werc'hez a vez dalc'het bep 15 a viz Eost.

Brezhoneg

Ya d'ar brezhoneg

Deskadurezh

  • Ur skol divyezhek publik a zo eno abaoe 1984.
  • E distro-skol 2023 e oa enskrivet 92 skoliad er c'hlasoù divyezhek (34,5 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez) [14].

Krennlavar

  • Merc'hed Rostrenn / 'Zizola o revr da c'holoiñ o fenn.

Ar festival Fisel

Thumb
Banniel Rostrenenn

Ur festival anavezet e Breizh a-bezh a vez bep bloaz e Rostrenenn, hini an dañs fisel evel-just. E 2007, da skouer, e oa bet dalc'het ar 35vet festival fisel, etre an 23 betek ar 26 a viz Eost 2007.

E 1969 e oa dalc'het kenstrivadeg kentañ an dañs Fisel e Loudieg hag ar bloaz war-lerc'h e Bonen. Ac'halehont e oa bet kaset da Vêl-Karaez e 1972, met re vihan e oa deuet da vezañ sal ar gumun evit an dañserien. Goude-se e oa bet kaset da Rostrenenn. Hengounel eo an dañs fisel e Rostrenenn ha tro-war-dro, e Groñvel, e Plougernevel, Plevin, hag all.

Gevelliñ

Pennad kar

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveoù

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.