Rose Leslie

From Wikipedia, the free encyclopedia

Rose Leslie
Remove ads

Rose Eleanor Arbuthnot-Leslie, bet ganet d'an 9 a viz C'hwevrer 1987 en Obar Dheathain, zo un aktourez skosat. E 2009 e krogas gant ar vicher, er film New Town evit ar skinwel.
Brud bras a c'hounezas dre he roll er stirad Game of Thrones adalek 2011, ma c'hoarias Ygritte. Gwelet a reer anezhi ivez er filmoù Now is Good (2012) ha The Last Witch Hunter.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Remove ads
Thumb
Rose Leslie e 2013
Remove ads

Buhez

Rose Leslie a voe ganet en Obar Dheathain ha desavet betek he 10vet bloaz e Lickleylead Castle en Auchleven m'eo bet he ziegezh o vevañ e-pad pemp kantved. Merc'h eo da Sebastian Artuthnot-Leslie, penn Klann Leslie, hag e wreg Candida Mary Sybil Weld eus Klann Fraser ; trede bugel diwar pemp en tiegezh eo Rose.
Goude bezañ bet skoliataet e Raon (Old Rayne) ez eas da skol Millfield e Street (Somerset) ma studias ar c'hoariva. Goude pemp bloavezh eno ez eas d'al London Academy of Music an Dramatic Art (LAMDA) e Londrez, ma voe diplomet gant enorioù e 2008.

D'an 23 a viz Even 2018 e timezas gant an aktour Kit Harington, a zo bet an dudenn Jon Snow e Game of Thrones.

Remove ads

Respet

Kentañ roll a-vicher tapet gant Rose Leslie goude he diplom el LAMDA e voe en ur stirad teulfilmoù evit ar skinwel, Banged Up Abroad (2008). E 2009 e voe gwelet er skinwel adarre, pa c'hoarias e New Town ; ur BAFTA skosat a voe deroet dezhi : Gwellañ c'hoarierez ha Donezon nevez.
E 2010 e c'hoarias Rose Leslie an dudenn Gwen Dawson er stirad breizhveuriat Dowton Abbey e-pad seizh pennad a-raok c'hoari er pezh Dedlam er Globe Theatre e Londrez.
Bloaz goude, e 2011, e tistroas d'ar skinwel gant ar stirad Case Histories ma voe Laura Wyre e-pad daou bennad. E 2012 e voe Lena Holgate e The Ghost Position, eil pennad ar stirad Vera ; en hevelep bloavezh e c'hoarias Ygritte en eil koulzad Game of Thrones.

Remove ads

Rolloù

Sinema

Muioc'h a ditouroù Bloaz, Titl ...

Skinwel

Muioc'h a ditouroù Bloaz, Titl ...

C'hoariva

Muioc'h a ditouroù Bloaz, Titl ...

Liammoù diavaez

  • (en)

Notennoù

Loading content...
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads