From Wikipedia, the free encyclopedia
Reichssicherheitshauptamt pe RSHA (alamaneg a dalvez Ofis kreiz surentez ar Reich) a oa un aozadur krouet gant ar Reichsführer-SS Heinrich Himmler d'ar 27 a viz Gwengolo 1939 dre gendeuziñ an Hauptamt Sicherheitspolizei (ofis kreiz ar polis hag ar surentez, ennañ ar Gestapo hag ar c'h/Kripo) hag ar SD (ofis kreiz ar surentez). Pal an aozadur a oa stourm ouzh «enebourien ar Reich» hag ar re a veze graet «mall-e-goll» anezho. Diwar 1941 e voe aozet forbannañ ha lazhañ Yuzevien Europa gant RSHA, dre genlabour gant pennoù-bras an SS ha re polis (HSSPF) ar broioù ma oa ar Yuzevien o chom.
Deiziad krouiñ | 27 Gwe 1939 |
---|---|
Brezel | Eil Brezel-bed |
Diellaouet gant | German Federal Archives |
Diazezer | Heinrich Himmler |
Prezidant | Reinhard Heydrich, Heinrich Himmler, Ernst Kaltenbrunner |
Stad | Trede Reich |
Isaozadur | State Police Office Braunschweig |
Sez sokial | Berlin |
Erlec'hiañ a ra | Sicherheitspolizei, Sicherheitsdienst |
Deiziad divodañ | 8 Mae 1945 |
E penn RSHA e voe an SS-Obergruppenführer Reinhard Heydrich betek e vuntr d'ar 4 a viz Even 1942, ha goude-se an SS-Obergruppenführer Ernst Kaltenbrunner betek dibenn ar brezel.
E Berlin e oa an aozadur kreiz, hag a oa rannet e seizh rann (Ämter). E teir rann e oa rannet an aozadur rannvroel : rann ar Reich, rann an tiriadoù aloubet, rann an tiriadoù argadet ma veze kaset an Einsatzgruppen, dindan renerezh Reinhard Heydrich[1]:
Rann (Amt) | Perzhioù | Pennoù |
---|---|---|
Rann I | Aozañ hag implijidi | SS-Brigadeführer Bruno Streckenbach |
Rann II | Melestradur hag armerzh | SS-Standartenführer Dr. Hans Nockemann |
Rann III | SD-Inland Titouriñ ha surentez - diabarzh stag ouzh NSDAP a rae war-dro an Alamaned a-fet etniezh, e diavaez harzoù ar Reich hag a-raok ar stagerezhioù | SS-Standartenführer Otto Ohlendorf |
Rann IV | Gestapo Polis kuzh ar Stad | SS-Brigadeführer Heinrich Müller AN SS-Sturmbannführer Adolf Eichmann, hag eñ e penn ar rann IV B-4
a lakaas an diskoulm diwezhañ e pleustr. |
Rann V | Kripo Polis an torfedoù | SS-Brigadeführer Artur Nebe |
Rann VI | SD-Ausland Titouriñ ha surentez - diavaez stag ouzh NSDAP Spierezh diavaez hag enepspierezh | SS-Brigadeführer Heinz Jost, ha goude SS-Brigadeführer Walter Schellenberg (gwelout ivez Obersturmbannführer Wilhelm Höttl) |
Rann VII | Dielloù ha meizañ ar bed (propaganda, ideologiezh, dielloù…) | SS-Standartenführer Pr. Franz A. Six |
Diwar c'houlenn e veze kaset soudarded gant RSHA da sikour pennoù ar polis hag an SS.
Ar pevare rann a oa hini ar Gestapo renet gant SS-Brigadeführer Heinrich Müller. Unan eus ar re vrudetañ eo, rak gant hec'h izili eo e voe aozet ar Shoah.
Enni e laboure an SS-Sturmbannführer Adolf Eichmann (rann 4 B-4 e-karg eus an «aferioù yuzev»).
Rannoù all a oa gouestlet d'an Iliz, d'ar frañmasoned, da evezhiañ an harzoù, d'an enepspiañ (Horst Kopkow pour le IV A 2).
Gant testeni an Hauptsturmführer Dieter Wislicenye ouezer piv a oa e karg e rann Eichmann[2]:
Meneget e voe ivez an Untersturmführer Richard Hartenberger hag an Hauptsturmführer Franz Novak gant Wisliceny[2].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.