Pierce Brosnan
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Pierce Brendan Brosnan, ganet d'ar 16 a viz Mae 1953, zo un aktour ha produer filmoù iwerzhonat ha stadunanat. Brudet eo dreist-holl evit bezañ bet ar pemvet aktour o c'hoari an ajant kuzh James Bond en heuliad filmoù James Bond. C'hoariet en deus e pevar anezho etre 1995 betek (GoldenEye, Tomorrow Never Dies, The World Is Not Enough, ha Die Another Day) ha roet mouezh war c'hoarioù video niverus.
Remove ads
Remove ads
Buhez personel
Brosnan a zo bet dimezet div wech hag intañv ur wech. Pemp bugel en deus ha pevar bugel-bihan. Kejet en doa gant an aktourez aostralian Cassandra Harris nebeut amzer goude bezañ kuitaet ar skol aktour.
E 1987, Harris a oa kouezhet klañv bras. Kavet e oa bet dezhi ur c'hrign-bev ar vigell hag aet e oa da Anaon d'an 28 a viz Kerzu 1991, oadet a 43 bloaz. Ur verc'h a oa gant Harris a-raok dimeziñ gant Brosnan anvet Charlotte (ganet e 1971, aet da Anaon d'an 28 a viz Even 2013, gant ur c'hrign-bev eus ar vigell) hag ur mab Christopher (ganet e 1972). Advabet int bet gant Brosnan pa oa marvet an tad e 1986. Pierce Brosnan ha Cassandra Harris o doa bet ur mab asambles anvet Sean (ganet e 1984).
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads