Orion (Ὠρίων / Ôríon e gregach) a zo ur gigant e mojennoù Hellaz kozh, un hemolc'her meur, lakaet e-touez ar stered.
- Evit implijoù all, gwelet Orion (disheñvelout).
Ganedigezh
Hyrieüs, a savas kêr Hyria, e Boiotia, n'en doa ket bet darempred ebet gant plac'h ebet kammed, met ur pennhêr en doa c'hoant da gaout.
Un deiz e teuas Zeus, Hermes ha Poseidon d'ober ur gweled dezhañ en e balez. Evito e lazhas Hyria bravañ ejen e vagad. Diwezhatoc'h, kaset ar boued gante war-draoñ, e c'houlennas digante penaos ober evit kaout ur mab hep dimeziñ. Lavarout a reas Zeus degas kroc'hen an ejen a oa bet aberzhet dezho, ha goulenn digant ar roue troazhañ warnañ. Hag Hyria d'ober. Neuze ez eas an tri c'homper doue da zouarañ ar c'hroc'hen e liorzh ar palez, ha d'ar gêr da Olympos.
Mojenn
Orion a gare Merope met Oinopion ne blije ket an dra-se dezhañ. Gwallet e voe Merope gant Orion. Evit kas an dorzh d'ar gêr e roas Oinopion gwin da Orion, ken e voe mezv. Neuze, gant ur gontell, e tennas e zaoulagad outañ hag e kasas anezhañ d'ar mor. Hefaistos a gemeras truez ouzh an dall, hag a roas dezhañ Kedalion, ur c'hrennard, evel ambrouger. Gantañ e kerzhas war-du ar reter ma'z adkavas ar gweled bennozh d'an heol o sevel. Graet en doa Orion e soñj da lazhañ Oinopion, met savet e oa bet ur c'hreñvlec'h dindan zouar dezhañ gant Hefaistos, gant-se n'halle ket kavout ar roue. Mont a reas neuze da z-Delos, ma kavas ur serc'h all, Eos.
Pennadoù kar
Levrlennadur
- Joseph Fontenrose Orion: The Myth of the Hunter and the Huntress Berkeley : University of California Press (1981) ISBN 0-520-09632-0
- E. H. Gombrich: "The Subject of Poussin's Orion" The Burlington Magazine, Vol. 84, No. 491. (Feb., 1944), pp. 37-41.
- Robert Graves, The Greek Myths Penguin 1955; ISBN 0-918825-80-6.
- Karl Kerényi, Gods of the Greeks, tr. Norman Cameron. Thames and Hudson 1951. ISBN 0-500-27048-1.
- Karl Kerényi, Dionysus: Archetypal Image of Indestructible Life Princeton University Press, 1976. ISBN 0-691-09863-8
- David Kubiak: "The Orion Episode of Cicero's Aratea" The Classical Journal, Vol. 77, No. 1. (Oct. - Nov., 1981), pp. 12-22.
- Roger Pack, "A Romantic Narrative in Eunapius"; Transactions and Proceedings of the American Philological Association, Vol. 83. (1952), pp. 198-204.
Liammoù diavaez
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.