Mab Ariadne ha Dionysos e oa Oinopion (Οἰνοπίων "ever gwin"). Deut e oa da vezañ roue enez C'hios, a gasas dezhi arz ar gwin. Ur verc'h en doe, Merope hec'h anv.

Mojenn

Orion a gare Merope met Oinopion ne blije ket an dra-se dezhañ. Gwallet e voe Merope gant Orion. Evit kas an dorzh d'ar gêr e roas Oinopion gwin da Orion, ken e voe mezv. Neuze, gant ur gontell, e tennas e zaoulagad outañ hag e kasas anezhañ d'ar mor. Hefaistos a gemeras truez ouzh an dall, hag a roas dezhañ Kedalion, ur c'hrennard, evel ambrouger. Gantañ e kerzhas war-du ar reter ma'z adkavas ar gweled bennozh d'an heol o sevel. Graet en doa Orion e soñj da lazhañ -Oinopion, met savet e oa bet ur c'hreñvlec'h dindan zouar dezhañ gant Hefaistos, gant-se n'halle ket kavout ar roue. Mont a res neuze da z-Delos, ma kavas ur serc'h all, Eos.

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.