Célestin Lainé

From Wikipedia, the free encyclopedia

Célestin Lainé

Célestin François Émile Lainé, lesanvet Neven Henaff (Naoned, 25 a viz Here 1908Baile Átha Cliath, 7 a viz Here 1983) a oa ur broadelour breizhat ha pennrener ar Bezen Perrot.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Célestin Lainé
Thumb
den
Reizh pe jenerpaotr 
Bro ar geodedouriezhBro-C'hall 
Anv e yezh-vamm an denCélestin Lainé 
Anv ganedigezhCélestin François Émile Lainé 
Anv-bihanCélestin 
LesanvAb Arzel, Kerjean, C. L. 
Deiziad ganedigezh25 Her 1908 
Lec'h ganedigezhNaoned 
Deiziad ar marv1983 
Lec'h ar marvIwerzhon 
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg 
MicherIjinour 
Bet war ar studi eÉcole Centrale Paris, Skol-Veur Roazhon 
Strollad politikelStrollad Broadel Breizh (1931-1944) 
Perzhiad eWWII Axis collaboration in France 
Grad milourelUntersturmführer 
BrezelEil Brezel-bed 
Diellaouet gantKreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek 
Ezel eusSchutzstaffel, Gwenn ha du 
Serriñ
Thumb
Poltred Célestin Lainé e Breiz Atao, 12 a viz Even 1938
Thumb
Célestin Lainé bloavezh 1944 gant unwisk Waffen-SS ar Bezen Perrot

Ganet e oa bet e Naoned ha desavet e Gwitalmeze (Bro-Leon).

Strivañ a reas da grouiñ un arme vroadel e Breizh a-benn lakaat ar vro da vezañ dizalc'h.

Eil Brezel-bed

Célestin Lainé ha Marsel Guieysse zo enaouerien ar Bezen Perrot, ur strollad-stourm Bretoned dindan an unwisk alaman o stourm gant lu an Trede Reich.

Ar renk a SS-Untersturmführer a veze gant Célestin Lainé, lesanvet Neven Henaff. Bet e oa penn meur ha kentañ hini ar strollad stourm.

E dibenn an Eil Brezel-bed e tec'has da Iwerzhon gant sikour obererezh falspaperioù Yann Fouéré.

Goude ar Brezel

Er bloavezhioù 1960 e reas Célestin Lainé un droiad e Japan dre ma oa bet o kejañ gant Georges Ohsawa er bloavezhioù 1930 e Pariz[1].

Mont a reas da anaon e Dulenn, m'edo o chom abaoe 1947 goude bezañ bet kondaonet d'ar marv dre zesfailh e Bro-C'hall.

Skridoù

Meur a anv-pluenn zo bet implijet gant Célestin Lainé : Ab Arzel, Albrogat, C. L. Kerjean, Neven Henaff, Neven Aberispou hag Urien Riwallon[2].

Levrioù
  • Mentoniez, Emb. Gwalarn, Brest, 1934.
Kenlabour
  • Eur pennad mentoniez, Gwalarn #17, 1929, p. 87
  • Gehrard von Trevenar, Gwalarn #158, 1943, p. 117
  • A genouenniz !, Breiz Atao #286, 1937, p. 3
  • D'an aotrou Perrot, Breiz Atao #337, 1944, p. 18
  • Gweledigez Kadoran, Stur #12, 1938, p. 27
  • Sevenadur atlantegat, Al Liamm #102, 1964, p. 39
  • Dibennou da stummañ anvioù-lec'hiou diwar anvioù-gwez, Tir-na-nOg #4, 1947, pp. 18-20

Levrlennadur

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.